Masimilian II an Impalaeriezh Santel

Eus Wikipedia
Masimilian II an Impalaeriezh Santel.

Masimilian II an Impalaeriezh Santel, ganet e Vienna e 1527 ha marvet e Regensburg e 1576, a oa arc'hdug Aostria, Impalaer Santel, roue Bohemia ha Hungaria, adalek 1564 betek e varv, daouzek vloaz goude.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa e Vienna d'an 31 a viz Gouhere 1527. Mab e oa da Ferdinant Iañ an Impalaeriezh Santel ha da Anna Hungaria ha mab-bihan da Fulup Iañ Kastilha ha da Juana de Castilla, rouanez Spagn, ha niz e oa da Karl V. A-berzh e vamm e oa mab-bihan da Ladislav II Hongria ha d'ar briñsez Anna Foix.

Dimeziñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimeziñ a reas e 1548 d'an infantez spagnol Maria d'Espanya, merc'h da Carlos Iañ ha d'e bried Izabel Portugal. C'hwezek bugel en doe gant e bried : dek mab, ha c'hwec'h merc'h. Seizh bugel hepken a vevas.