Matthias Iañ an Impalaeriezh Santel
Neuz
(Adkaset eus Mazheas Iañ an Impalaeriezh Santel)
Mazheas Iañ, pe Matthias Iañ, ganet e Vienna e 1557 ha marvet eno e 1619, a renas an Impalaeriezh Santel Roman war-lerc'h e vreur Rudolf II, adalek 1612.
Pempvet bugel Masimilian II an Impalaeriezh Santel hag e bried Maria Spagn e oa.
Dimeziñ a reas d'e geniterv Anna Aostria (1585-1618), hogen bugel ebet n'o doe. Ferdinand II an Impalaeriezh Santel a renas war e lerc'h, goude e varv e 1619.
En e raok: Rudolf II an Impalaeriezh Santel |
Impalaeriezh Santel Roman 1612 – 1619 |
War e lerc'h: Ferdinand II an Impalaeriezh Santel |