Anna Aostria (1585-1618)

Eus Wikipedia
Ur pennad Anna Aostria zo ivez.
Anna Aostria (1585-1618)

Anna Aostria, ganet e 1585 en Innsbruck ha marvet e 1618 e Vienna, a oa ur briñsez aostrian hag a deuas da vezañ, dre zimeziñ, Impalaerez Santel, rouanez Germania, Bohemia, ha Hungaria.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merc'h e oa da Ferdinant Tirol (1529-1595), ha d'e bried ha nizez Anna Caterina Gonzaga (1566-1621). He zad a oa mab da Ferdinand Iañ an Impalaeriezh Santel. He mamm a oa merc'h da Guglielmo Gonzaga, dug Mantova .

Dimeziñ a reas e 1611 d'he c'henderv Mazheas Iañ, pe Matthias Iañ (1557-1619), 28 vloaz koshoc'h egeti.

He fried a renas an Impalaeriezh Santel Roman goude e vreur Rudolf II.

Hi an hini a lakaas sevel kev-bezioù ar Gapusined e Vienna ma vez beziet izili an tiegezh impalerel.

Mervel a reas da 33 bloaz e 1618. Bugel ebet n'he doa bet. Bloaz goude, e 1619, e varvas he fried.