Ferdinand Iañ an Impalaeriezh Santel

Eus Wikipedia
Ferdinand e 1531, er bloavezh ma voe dilennet da Roue ar Romaned
Ferdinand Iañ an Impalaeriezh Santel, poltredet gant Hans Bocksberger.
Taol Ferdinand Iañ eFrankfurt en 1558

Ferdinant[1] Iañ Habsbourg, impalaer Alamagn, ganet e 1503 en Alcala de Henares e Kastilha, ha marvet d'ar 25 a viz Gouhere 1564 e Vienna (Aostria), a voe

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab e oa da Fulup Iañ Kastilha ha da Juana de Castilla, rouanez Spagn, ha breur e oa da Karl V. Kemer a reas, war-lerc'h e vreur henañ, kurunennoù Aostria, Stiria, Hungaria, ha re all c'hoazh, a oa peadra an Habsbourged, ha goude, pa voe en em dennet Karl, e voe lakaet e penn an Impalaeriezh santel roman german. Eñ an hini a grogo lignez Habsbourged Aostria, pe Habsbourged Vienna.

Roue Bohemia ha Hungaria e teuas da vout en 1526, war-lerc'h marv ar roue Loeiz II Hungaria, e vreur-kaer, ha dilennet e voe da Roue ar Romaned en 1531, ha diwezhatoc'h e voe anvet da Impalaer pa guitaas e vreur Karl ar galloud e 1556. Nac'h a reas ar pab Paol IV e anavezout evel impalaer an Impalaeriezh Santel Roman German dre ma ne oa ket bet goulennet ali ar Sez-Santel nag evit e zilennidigezh nag evit dilez Karl V. Nac'h a eure Ferdinant e oa ezhomm eus an asant-se ha diwar neuze ne voe ket goulennet asant ar pab ken gant an impalaerien santel. Sioul ha peoc'hus e voe e ren ha klask a reas lakaat katoliked ha protestanted d'en em glevout.

D'ar 25 a viz Mae 1521 e timezas e Linz , en Aostria, da Anna Jagellon (1503-1547), merc'h pennhêrez Vladislas II Hungaria, a oa roue Bohemia ha roue Hungaria, dimezet da Anna Foix. Kenkent ha deroù e ren en Kroatia, Hungaria ha Bohemia, levezonet gant e guzulierien alaman a oa ampart war ar gwir roman, e kendalc'has Ferdinant gant e bolitikerezh kreizennañ.

Nevezintioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a nevezinti a zegasas:

  • goprañ ar gargidi gant arc'hant, han'eo ket gant reiñ douaroù dezho;
  • dispartiañ an aferioù arc'hant diouzh re ar politikerezh hagar justis
  • kenvererezh ha kenevezhierezh etre ar galloudoù evit ma'zafe gwelloc'har melestradur en-dro.


E vugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur ribitailh bugale, 15 en holl, o doe Ferdinant hag Anna Bohemia ha Hungaria, ha dre o dimeziñ e kasas an impalaer e bolitikerezh, en sell da greskiñ e c'halloud.

  1. Helena (1543–1574), leanez e Hall in Tirol

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Ferdinand en alamaneg, Ferdinant e Geriadur Hemon-Huon.
  2. Patrom:BLKÖ