Maria Aostria (1528-1603)
- Ur pennad Maria Aostria zo ivez .
Maria Aostria, pe Maria Spagn, pe Maria Habsburg (1528-1603 e Madrid), a oa un infantez spagnol hag a zimezas d'he c'henderv aostrian, an impalaer Masimilian II, hag a voe Impalaerez santel dre he dimeziñ, ha Rouanez Hungaria ha Bohemia (1563-1572).
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Merc'h henañ Carlos Iañ Spagn hag e bried Izabel Portugal e oa. He zad a oa roue Spagn hag Impalaer santel. He mamm a oa merc'h da Manuel Iañ, roue Portugal. He zad ne veze ket gwall alies er gêr gant e vugale, pa veze aliesoc'h o veajiñ en e zomanioù dre Europa. Savet e voe entre Toledo ha Valladolid dreist-holl. En em glevout mat a rae gant he breur Felipe, hag e reas a-hed he buhez. Unnek vloaz e oa pa varvas he mamm e 1539.
Dimeziñ a reas, war urzh he zad, d'he c'henderv Masimilian. Rejanted e vezent pa veze he zad impalaer en Spagn, hag aliez e veze. Adalek 1552 e vevas en Viena. bras e voe he levezon war he bugale, ha dreist-holl war he mibien impalaerien Rodolf ha Mazheas;
Goude marv he fried e tistroas da Spagn gant he merc'h Marc'harid, da vont da chom da gouent an Descalzas Reales, en Madrid, diazezet en 1559 gant he c'hoar vihan, Juana de Austria, pan intañvezas en yaouank, ha ma vevas ivez betek he marv en 1573.
Dimeziñ ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimeziñ a reas e 1548 da Masimilian II an Impalaeriezh Santel (1527 -1576). C'hwezek bugel he doe: dek mab, ha c'hwec'h merc'h. Seizh bugel hepken a vevas.
- Anna Aostria (1549-1580) (1549–1580), a zimezas e 1570 da Fulup II Spagn (1527-1598), a voe rouanez Spagn, mamm da Fulup III Spagn.
- Ferdinant Aostria (1551–1552), marvet da 1 bloaz.
- Rodolf II an Impalaeriezh Santel (1552–1612), Impalaer santel roman german.
- Ernest Aostria (Vienna 1553–1595Bruxelles) avoe gouarnour an Izelvroioù spagnol.
- Elesbed Aostria (1554–1592), a zimezas da Charlez IX (Bro-C'hall) (1550-1574), rouanez kenseurtez Bro-C'hall, hag a zistroas da Aostria en intañvez e 1576;
- Maria Aostria (1555–1556), marvet da 1 bloaz.
- Mazheas Iañ an Impalaeriezh Santel (1557–1619), Impalaer santel roman german.
- Masimilian III Aostria (1558–1618), arc'hdug Aostria (1612- 1618).
- Albrecht Aostria (1559–1621) a zimezas e 1599 da Izabel Spagn (1566-1633), merc'h da Fulup II.
- Wenceslao Aostria (1561–1578).
- Friedrich (1562–1563) marvet da 1 bloaz.
- Maria Aostria (1564).
- Karl (1565–1566), marvet da 1 bloaz..
- Marc'harid Aostria (1567–1633), leanez.
- Leonor Aostria (1568–1580), marvet da 12 vloaz.
Distro da Spagn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En 1582 e tistroas da Spagn gant he merc'h Marc'harid, krennardez a 15 vloaz, a oa da zimeziñ d'ar roue Felipe II, intañvet abaoe daou vloaz goude marv e bried Anna, merc'h henañ Maria, ha c'hoar henañ Marc'harid. Gwelloc'h e kavas ar grennardez mont da leanez eget dimeziñ, ha pried ebet ken n'en doa ar roue.
Mervel a reas Maria e Kouent an Descalzas Reales, e Madrid, d'ar 26 a viz C'hwevrer 1603.