Karl V an Impalaeriezh Santel

Eus Wikipedia
Disambiguation.svg Ur pennad Carlos Iañ zo ivez.
Disambiguation.svg Ur pennad Karl V zo ivez.

Hoplite helmet.svg Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad: krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


Poltred an impalaer Karl gant ur vazh, gant Rubens. Poltred graet diwar ul livadur diwar zorn Tizian (Tiziano Vecellio, 1490-1576).

Karl V, pe Charlez Pemp (e brezhoneg; e galleg: Charles Quint), anavezet ivez evel Karl Aostria pe Karl Habsburg, hag evel Carlos Primero e spagnoleg, a oa ganet d'ar 25 a viz C'hwevrer 1500 e Gent, en Izelvroioù, ha marvet d'an 21 a viz Gwengolo 1558 e manati Yuste e Spagn, a voe roue Spagn hag Amerika spagnol, roue Sikilia , hag ar c'hentañ roue a unvanas rouantelezhioù Kastilha, Aragon ha Navarra, hag ivez dug Brabant evel Charlez II Brabant (1515-1558), Impalaer santel (1519-1555) evel Karl V. Breur e oa da Ferdinant Iañ an Impalaeriezh Santel a renas evel impalaer war e lerc'h.

Goude marv e dad Fulup Iañ Kastilha e renas Karl war an Izelvroioù Bourgognat hag a oa unnek dugelezh ha kontelezh enno.

E 1516 e teuas da vout Roue Spagn (Roue Kastilha, Léon hag Aragón evit bout resis) dindan an anv a g-Carlo IV (1516-1558). E 1519 e heritas Arc'hdugelezh Aostria ha evel Roue Roman-ha-German e voe dilennet, ha kurunet e voe en Iliz-veur Aaachen gant arc'heskob Kologn Hermann V Wied. E 1530 e voe kurunet Impaeler Roman-ha-German ( gant ar Pab Klemañs VII. Eñ a voe an eil ha diwezhañ Habsburg kurunet gant ar pab.

Karl a zalc'has (evel an impalaer Masimilian en e raok) gant ar mennozh ag un unpenniezh europat, gant aotroniezh war ar rouaned. Gwelet a rae outañ e-gunan evel unvaner Europa a-enep tostadur an impalaeriezh otoman renet gant Suleiman I ha difenour an iliz katolik. Meur a vrezel a reas a-enep ar roue gall Frañsez Iañ (Brezelioù Italia), daoust ma ne zeuas ket a-benn gwanaat Frañs hag a oa kevreet gant an otomaned.

Pa oa an impalaer o prezeliñ en Italia e strewas an disivoud protestant en Alamagn. E tu ar gatoliked e oa kentoc'h, mes ret e oa dezhañ asantiñ al luskad nevez a-benn dercʼhel ar peoc'h, en ur sinañ Feur-emglev Passau (1552).

E 1556 e treuzkasas e c'halloud etre e vab henañ Fulup II, a heritas douaroù Spagn ha Bourgogn, hag e vreur yaouankoc'h Ferdinant Iañ, roue Aotria a-c'houde 1521, hag a gemeras titl an Impalaer. Aze e rannas tiegezh Habsburg etre an hini spagnolat (Casa de Austria) hag an hini aostrian (Haus Habsburg-Österreich). Mont a reas d'an Anaon e 1558 en e balez e-tal manati Yuste e Spagn.

Impalaeriezh Karl V

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab e oa da Fulup, dug Bourgogn, ha da Janed Kastilha.

Yaouankiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Poltred Karl V, gant Bernard van Orley
Poltred Karl V, gant Christoph Amberger

Betek 1517 e voe savet en Izelvroioù Bourgogn, ha skoliet gant Guillaume de Croÿ, aotrou Chièvres, ha goude gant Adrian VI, hag e voereb an arc'hdugez Marc'harid Aostria .

E 1506,pa varvas e dad Fulup Iañ Kastilha, e voe legadet dezhañ Izelvroioù Bourgogn, ha Franche-Comté.

En 1516, pa varvas e dad-kozh a-berzh e vamm Fernando II Aragon, e teuas da vout roue Kastilha, war un dro gant e vamm Juana de Castilla (lesanvet Janed ar Follez), hag e teuas dezhañ ivez rouantelezh Aragon, Navarra Uhel, Proviñs Granada, Naplez, Sikilia, Sardinia, Inizi Balearez, Malta, hag an holl zouaroù a oa da Spagn en Amerika.

En 1519, pa varvas e dad-kozh Masimilian Iañ an Impalaeriezh Santel, e tegouezhas dezhañ douaroù Habsbourged Aostria ha dilennet e voe da Impalaer Santel Roman German, goude keveziñ gant Frañsez Iañ (Bro-C'hall).

Carlos I ar Spagnoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Karl, pe Carlos e Spagn, a voe lakaet kurunenn Kastilha war e benn e Cortes Valladolid en 1518. Hogen divizoù a voe lakaet:

  • Deskiñ kastilhaneg: desket e oa bet e galleg;
  • Difennet outañ reiñ kargoù d'an estrenien ;
  • Difennet kas e-maez ar vro metaloù prizius deuet eus an Amerikaoù;
  • Kemer preder gant doujañs ouzh e vamm, Janed Kastilha, a oa bac'het e Tordesillas.

Gant kurunidigezh Carlos e krogas renerezh an Tiegezh Habsburg e Spagn : padout a ray betek 1700 pa zegouezhas an Tiegezh Bourbon er vro. En 1518 e voe roet dezhañ kurunenn Aragon e Zaragoza. Eñ eo ar roue kentañ a unvanas an div gurunenn.

Bec'h en doa Carlos avat en e rouantelezh nevez en deroù. Entre 1520 ha 1521 e voe un emsavadeg en Kastilha ma nac'he an dud gwelout ur rejant flamank Adrien d'Utrecht o tont gant e lez Flamanked. Trec'het e voe an emsavadeg, kaset gant Juan de Padilla en emgann Villalar. Carlos avat a blegas da gas ar Flamanked kuit, betek Adrien d'Utrecht a lakaas envel da bab diwezhatoc'h, ha reiñ a reas gouarnamant Kastilha da dud eus ar vro.


Entre 1519 ha 1523 e rankas Carlos talañ ouzh un emsavadeg e Bro Valencia, ar Germanías, diwar anv ar bagadoù soudarded lec'hel, a oa bet aotreet sevel gant Fernando II Aragon evit sourm ouzh ar Varbaresked.

Amerika[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Spagn Nevez, krouet diwar brezelioù Hernán Cortés

Karl V an Impalaeriezh Santel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Olevet en Aachen


Tiegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimezioù ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Carlos Iañ hag e bried Isabel de Portugal. Eillivadur gant Rubens eus un daolet gant Tizian, hag aet da goll.

D'an 11 a viz Meurzh 1526 e timezas Carlos Iañ er Reales Alcázares de Sevilla d' geniterv Isabel de Portugal, merc'h-vihan d'ar Rouaned Katolik ha c'hoar da João III, roue Portugal, a oa dimezet bloaz a-raok, en 1525, da c'hoar Carlos Iañ, Catalina de Austria. Diganti he doe ar vugale-mañ:

Besterd[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Danvez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. MEMO - Le site de l'Histoire - Charles Quint
  2. Les quartiers généalogiques de Charles Quint

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]