Katelin Kastilha
- Diwar-benn ar briñsez spagnol Catalina de Austria (1507-1578), rouanez Portugal, eo ar pennad-mañ. Ur pennad all zo diwar-benn priñsezed aostrian : Katharina von Österreich.
Catalina de Austria ( Torquemada, 1507-1578 Lisboa), pe Catarina de Áustria (e portugaleg), pe Katelin Kastilha, a voe rouanez Portugal.
He zud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Merc'h e oa da Fulup Iañ Kastilha (Felipe el Hermoso) ha da Janed Kastilha (Juana la Loca), ha c'hoar eta da Garlos Iañ, roue Spagn hag impalaer santel. Anvet e voe diwar anv he moereb Katelin Aragon, kentañ pried ar roue saoz Herri VIII .
C'hoar e oa da Ferdinant Iañ an Impalaeriezh Santel, ha dre se moereb d'e verc'h Katharina von Österreich (1533–1572).
Bevañ a reas gant he mamm a oa aet da foll goude marv he fried. Chom a reas kraouiet e kastell Tordesillas a-raok hec'h eured.
Dimeziñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dimeziñ a reas e e 1525, e Salamanca, d'he c'henderv João III Portugal, hag a oa breur da Izabel Portugal, ar briñsez a zimezo da Garlos, breur Catalina.
He bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Nav bugel he doe.
- Alfonso (1526-1526), a varvas goude miz hanter a vuhez.
- Maria Manuela (1527- 1545), dimezet d'he c'henderv Felipe II Spagn,
- Isabel (1529 -1530).
- Beatriz ( 1530- 1530).
- Manuel (1531 - 1537), anvet da bennhêr en [1535]], da 4 bloaz.
- Fulup (1533-1539), anvet da bennhêr en 1537, da 4 bloaz, marvet da 6 vloaz.
- Dinis ( 1535 - 1537).
- Antonio (1539-1540).