Fulup Iañ Kastilha
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh Kastilha |
Anv e yezh-vamm an den | Filips |
Anv-bihan | Filips |
Moranv | el Hermoso |
Deiziad ganedigezh | 22 Mez 1478 |
Lec'h ganedigezh | Brugge |
Deiziad ar marv | 25 Gwe 1506 |
Lec'h ar marv | Burgos |
Abeg ar marv | Tanijenn skevent |
Lec'h douaridigezh | Royal Chapel of Granada |
Tad | Masimilian Iañ an Impalaeriezh Santel |
Mamm | Mari Bourgogn |
Breur pe c'hoar | Marc'harid Aostria, George of Austria, Cornelius of Austria |
Pried | Janed Kastilha |
Kar | Fernando II Aragon, Herri VIII, Izabel Iañ Kastilha |
Familh | Tiegezh Habsburg |
Yezhoù komzet pe skrivet | spagnoleg |
Micher | rener |
Karg | King of Castile and León (Iure uxoris) |
Relijion | Roman Catholic |
Sport | hand-pelota, Castilian bar launch |
Prizioù resevet | Knight of the Order of the Golden Fleece, Order of the Garter |
Deskrivet dre | Philip the Fair, Philip the Handsome (1478-1506), Philipp der Schöne (ADB) |
Fulup Habsburg (Philipp von Habsburg en alamaneg) (1478-1506), pe Fulup IV Bourgogn, a oa dug Bourgogn. Roue Kastilha ha roue León e oa ivez, gant e gant e bried Janed Kastilha, hag anvet Fulup Iañ Kastilha neuze.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E vugaleaj
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mab e oa Fulup da Vasimilian Iañ, Impalaer Santel. Digant e vamm, Mari Bourgogn, en devoe da hêrezh Dugelezh Bourgogn hag an Izelvroioù bourgognat. En 1480 en doe ur c'hoar, Marc'harid Aostria (1480-1530). D'ar 27 a viz Meurzh 1482 e varvas e vamm da 25 bloaz goude gouezhañ diwar varc'h pa oa o chaseal, hag eñ 4 bloaz.
A-berzh e vamm e rene war an div Vourgogn: Kontelezh Bourgogn ha Dugelezh Bourgogn, douaroù deuet eus e vamm hag e dad-kozh, Charlez an Her. E dad Masimilian Iañ a oa rejant en e anv.
François de Busleyden (1455-1502) a voe kelenner-ti dezhañ, etre 1485 ha 1495, ha pennguzulier goude.
Eured
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eurediñ a reas da Janed Kastilha, pennhêrez Aragon ha Kastilha. Evel pried d'ar rouanez e teuas da vezañ, e-pad ur pennad, roue Kastilha ha León. An hini kentañ eus an tiegezh Habsbourg e voe o ren e Spagn.
Pa varvas Fulup e 1506, da 28 vloaz, marteze dre gontamm, e troas foll e bried Janed.
O mab, Carlos Iañ Spagn, a renas war o lerc'h.