Marc'harid Aostria (1480-1530)
- Ur bajenn disheñvelout Marc'harid Aostria zo ivez.
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Spagn |
Anv e yezh-vamm an den | Margarete von Österreich |
Anv-bihan | Margareta |
Titl noblañs | priñsez, duchess |
Deiziad ganedigezh | 10 Gen 1480 |
Lec'h ganedigezh | Brussels |
Deiziad ar marv | 1 Kzu 1530 |
Lec'h ar marv | Mechelen |
Lec'h douaridigezh | royal monastery of Brou |
Tad | Masimilian Iañ an Impalaeriezh Santel |
Mamm | Mari Bourgogn |
Breur pe c'hoar | Cornelius of Austria, George of Austria, Fulup Iañ Kastilha |
Pried | Philibert II, Duke of Savoy, Juan Aragon ha Kastilha |
Familh | Tiegezh Habsburg |
Den heverk | Juan Luis Vives |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Yezh implijet dre skrid | galleg |
Micher | dignitary, patron of the arts, collector, livour, sonaozour |
Karg | Governor of the Spanish Netherlands, Governor of the Spanish Netherlands |
Lec'h labour | Pariz, Mechelen |
Contributed to creative work | Femmes-Poëtes de la France |
Perc'henn war | Arnolfini Portrait |
Deskrivet dre | Margareta of Austria, Margaret of Austria, Margaret of Austria (1480-1530) |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Marc'harid Aostria (1480-1530), merc'h da Masimilian Iañ an Impalaeriezh Santel ha da Mari Bourgogn (1457-1482), a oa arc'hdugez Aostria, dugez Bourgogn ha Savoia, gouarnerez an Izelvroioù bourgognat evit he niz Karl V.
Dimezet da dri bloaz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'ar 27 a viz Meurzh 1482, pa varvas he mamm Mari Bourgogn, e taolas Loeiz XI, roue Bro-C'hall, he c'hrabanoù war Artez, Franche-Comté, Charolais, Mâconnais hag Auxerrois, hag evit diazezañ e daol preizherezh e varc'hatas gant Masimilian yaouank dimeziñ e vab, an daofin Charlez ( a vo Charlez VIII), gant Marc'harid, merc'h Masimilian, (Feur-Emglev Arras, 1482).
En 1483, pa ne oa Marc'harid Bougogn nemet 3 bloaz, e voe kaset da Amboise da vezañ savet evel Merc'h Bro-C'hall gant Madame de Segré, dindan urzhioù Anne de France, itron Beaujeu, merc'h da Loeiz XI ha rejantez ar rouantelezh. Savet e voe ar plac'hig pell diouzh he zud, war lez al Liger, e galleg eta, hogen moumounet gant an holl. He danvez-pried a oa dek vloaz koshoc'h a oa karadek en he c'heñver ha tomm e oa-hi outañ. Met en 1491, dre abegoù politikel, e voe kaset kuit gant Charlez VIII a zimezas da Anna Breizh.
Kaset kuit e voe en 1491 (ha n'eo ket e 1489 evel a vez lavaret a-wechoù). En miz Here 1490 c'hoazh en devoa Charlez graet al le war ar Pevar Aviel da zoujañ peoc'h Frankfurt, ha hervez ar skrid anezhañ e ranke eurediñ da Varc'harid.
Koulskoude eo adalek 1488 e oa brud eus kas kuit Marc'harid Aostria, da lavarout eo da lezel Artez ha Franche-Comté evit kemer Breizh, petra bennak ma voe dimezet Anna Breizh e 1490 (dre hanterouriezh) da Vasimilian, tad Marc'harid. Sur e oa neuize Marc'harid da vezañ rouanez, hag evit asuriñ anezhi a se en devoa ar roue Charlez lakaet poltrediñ anezhi gant Bourdichon, livour ofisiel al lez[1].
D'ar 25 a viz Du 1491 eta, e Baugé, e-kerzh un emgav gant Charlez eo e kemeras eñ ""koñje" anezhi, hogen e miz Kerzu en ofisiel, petra bennak ma c'haller lavarout ne veze ket graet dezhi evel d'ur rouanez ken adalek deroù 1491. Kuit e voe kaset d'he zad gant hec'h argouroù. Daou vloaz goude e voe sklaeraet he flanedenn gant feur-emglev Senlis (1493).
Droug a vagas Marc'harid ouzh Bro-C'hall a-hed he buhez, nemet ouzh Anna Breizh, a gemeras truez outi, ne reas ket, rak kenskrivañ ganti a reas[2].
Dimeziñ e Spagn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ha hi d'an Izelvroioù war he c'hiz ma oa gortozet gant Marc'harid York, intañvez he zad-kozh, Charlez an Her. He zad Masimilian neuze a grogas da varc'hata div eured gant ar Rouaned Katolik : hini e vab Fulup gant Janed Kastilha, ha hini Marc'harid gant an infant Juan Aragon ha Kastilha, pennhêr div rouantelezh, Rouantelezh Aragon ha Rouantelezh Kastilha.
E 1496 setu hi war an hent da Spagn eta. Bamet e voe Juan, a-hervez gant koantiz e zanvez pried. Hogen klañv e oa gant an droug-skevent ha mervel a reas c'hwec'h miz goude an eured, d'ar 4 a viz Here 1497.
Pa varvas Juan e oa dougerez Marc'harid. Ken glac'haret e oa gant marv he fried ma c'hanas he merc'h a-raok ar c'houlz, d'an 8 a viz Kerzu 1497, ha ma varvas ar bugelig. Daou vloaz c'hoazh e chomas e Spagn a-raok mont en-dro da gêr Bruxelles en 1500, da lidañ badeziant he niz ha filhor Charlez Aostria. Ne oa c'hoazh nemet 20 vloaz.
Dimeziñ adarre
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimezioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Teir gwech e voe dimezet, bugel ebet n'he doe.
- E 1483 en Amboise d'an danvez-roue gall Charlez VIII, ha hi 3 bloaz. Eizh vloaz goude, e 1491, e voe kaset kuit: er bloavezh-se en-eeun e timezas ar roue gall da Anna Vreizh.
- Dimezet e voe da vat en 1497, da 17 vloaz, da Juan Aragon ha Kastilha (1478-1497), priñs Asturiez. Mervel a reas ar priñs c'hwec'h miz goude gant an droug-skevent.
- Ur verc'h dalif he doe, met ne vevas ket.
- Addimezet e voe Marc'harid e 1501 da Philibert II Savoia. Bugel ebet n'o doe.
He marv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mervel a reas divugel. Met ober a reas war-dro he nizez Marc'harid Aostria (1522-1586), bastardez Karl V ha Johanna Maria van der Gheynst. Honnezh a voe gouarnerez an Izelvroioù spagnol (1559-1567) evit he hantervreur Fulup II (Spagn).