Juan Aragon ha Kastilha

Eus Wikipedia
Disambiguation.svg Ur pennad Juan Aragon zo ivez.
"Cortejo del bautizo del Príncipe Don Juan, hijo de los Reyes Católicos, por las calles de Sevilla", gant Francisco Pradilla Ortiz, e 1910.
Educació del príncep Joan gant Salvador Martínez Cubells, e 1877.

Juan Aragon ha Kastilha, pe Joan d'Aragó e katalaneg, pe Juan de Aragón y Castilla pe Juan de Trastámara y Trastámara e kastilhaneg, ganet e 1478 ha marvet da naontek vloaz e 1497, a oa priñs Asturiez, da lavarout eo priñs pennhêr kurunennoù an div rouantelezh, hini Aragon ha hini Kastilha.

Ur vuhez verr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab e oa da Fernando II Aragon ha da Izabel ar Gatolikez, rouanez Kastilha ; o eil bugel e oa war-lerc'h e c'hoar henañ, an infantez Isabel (1470-1498). Priñs Asturiez e voe anvet kenkent ha ganet, ha priñs Girona goude marv e dad-kozh Joan II Aragon e 1479.

E 1497 e oa tost naontek vloaz e miz Ebrel pa voe dimezet en iliz-veur Burgos da Marc'harid Aostria (1480-1530), merc'h d'an Impalaer Santel Masimilian Iañ (1459-1519).

C'hwec'h miz goude an eured, d'ar 4 a viz Here, e varvas e Salamanca gant an droug-skevent, p'edo war e hent da eured e c'hoar.

Goude e varv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E c'hoar Isabel a voe anvet da briñsez Asturiez ha Gerona.

Addimeziñ a reas e intañvez yaouank seitek vloaz.