Suleiman ar Meurdezus
Unan eus ar sultaned hag impalaerien otoman galloudusañ ha lufrusañ eo bet Suleyman Iañ, lesanvet ar Meurdezus (turkeg otoman : سلطان سليمان اول Sultān Suleimān-i evvel ; turkeg bremañ : I. Süleyman). Ganet e voe war a seblant d'ar 6 a viz Du 1494 e Trabzon (Turkia) ha marvet e Szigetvár (Hungaria) d'ar 7 a viz Gwengolo 1566. Graet e vez Suleiman ar Meurdezus evit tud ar C'hornôg hag al Lezenner evit tud ar Sav-heol (turkeg : Kanuni ; arabeg : القانوني, al‐Qānūnī). Evel dekvet sultan an tierniezh Otoman, ren a reas an impalaeriezh otoman eus 1520 da 1566 hag e talc'has da lakaat muioc'h a diriadoù dindan e veli diwar goust Europiz hag ar Bersed. Dre varregezhioù bras e amiraled, Hayreddin Pacha, Piyale Pacha ha Dragut Pacha e teuas da vezañ ar morlu otoman an hini kreñvañ er Mor Kreizdouarel. E mare e ren e tiorroas ivez an arzoù hag al lennegezh. Lesanvet eo bet ivez Suleiman el Kanuni, da lavaret eo "al Lezenner" p'en deus adreizhet sistem riezel ha lezennel an impalaeriezh.
Yaouankiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mab e oa d'ar sultan Selim Iañ. Da 7 vloaz e voe kaset da skol impalaerel palez Topkapi e Kergustentin ma teskas ar skiantoù, an istor, al lennegezh, ar relijion ha taktikoù ar brezel.
Pleustriñ a reas goude gant ar merañ hag ar gouarn en Edirne hag e Manisa.
Goude marv e dad e 1520 e teuas da vezañ an dekvet sultan otoman.
Aloubadegoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Azia
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Asambles gant e vizir Ibrahim pacha ec'h adtapas Bitlis e 1533 hag e krogas gant an emgannoù ouzh shah Iran e 1534. E 1559 e sinas ur feur-emglev gant ar Safavided.
Europa
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1521 ec'h aloubas Belgrad, hag enez Rodos bloaz goude.
D'an 29 a viz Eost 1526 e trec'has an Hungared e Mohacs hag e lakaas an darn-vrasañ eus Hungaria dindan e zalc'h.
E 1529 e lakaas seziz war Vienna, en aner.
E 1562 e stagas Treuzsilvania ouzh e impalaeriezh.
Afrika
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-korf 20 vloaz e voe trec'het Afrika an Norzh gant pachaed a oa gwazed Suleyman.
Marv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mervel a reas Suleyman Iañ d'ar 7 a viz Gwengolo 1566 pa oa o c'hronnañ kreñvlec'h Szigetvár e Hungaria. E varv a chomas kuzh betek ma pignas Selim II war tron an impalaeriezh.
Douaret e voe e porzh moskeenn Suleymaniye en Istanbul e-kichen e wreg Hurrem Sultan.
Genealogiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eizh mab hag ur verc'h en doe digant e div bried. Pevar eus e vibien a vevas betek ar bloavezhioù 1550 : Mustafa (mab Mahidevran Sultan), Selim, Bayezid ha Cihangir (mibien Hurrem Sultan).
E vab henañ, Mustafa, a oa da vezañ sultan war e lerc'h. Met, moarvat diwar iriennoù Hurrem Sultan, e voe diskred warnañ da glask distroadañ e dad hag e voe lazhet e 1553.
En e raok : Selim I |
Sultaned an Impalaeriezh Otoman 1520 – 1566 |
War e lerc'h : Selim II |