Anna Foix
Neuz
Anna Foix a zo ganet d'ar 1484 ha marvet d'an 26 a viz Gouere 1506 e Buda, e Hungaria, a oa rouanez Hungaria ha Bohemia, war-lerc'h marv he zad e 1502, betek 1506.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Merc'h e oa da c'h-Gaston II, kont Candale, ha da Katelin Foix, Infantez Navarra. He mamm a oa merc'h da c'h-Gaston IV, kont Foix, ha da Eleonora Iañ, rouanez Navarra. Nizez a oa Anna da Marc'harid Foix. Keniterv e oa eta da Anna Breizh, Dugez Breizh ha Rouanez Bro-C'hall, da Gatelin Navarra, Rouanez Navarra, ha da Germaine de Foix, Rouanez Aragon[1].
Dimeziñ a reas Anna Foix da Vladislas II Hungaria a oa roue Bohemia ha roue Hungaria. Rouanez Hungaria ha Bohemia eus 1502 da 1506
Daou vugel o devoe:
- Anna Jagellon (1503-1547), dugez Hungaria ha Bohemia, rouanez Hungaria ha Bohemia eus 1526 da 1547, war-lerc'h dimeziñ gant ar rouaned Hungaria Ferdinant Iañ da gentañ. Mab e oa da Fulup ha da Janed Spagn, rouanez Rouantelezh Kastilha, ha breur e oa da Karl V.
- Loeiz II, (1506–1526), roue Hungaria ha Bohemia (1516-1526), d'ar 13 a viz Genver 1522 e timezas e Buda, en Hungaria, da Mari Aostria (1503-1558), merc'h pennhêrez Fulup ha da Janed Spagn, rouanez Rouantelezh Kastilha.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Dimezet e oa Germaine de Foix da Fernando II Aragon.
Levrioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Anthony, Raoul: Identification et Étude des Ossements des Rois de Navarre inhumés dans la Cathédrale de Lescar, Paris, Masson, 1931.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Foundation for Medieval Genealogy/Navarre Kings Genealogy
- Les Foix-Candale
- Seigneurs de Grailly Généalogie
- Foix-Grailly Généalogie
- Foundation for Medieval Genealogy/Foix Genealogy
- Euweb/Albret Genealogy
- Euweb/Foix-Grailly Genealogy
En he raok: Beatrice Aragon Barbara Brandenburg |
Rouanez Hungaria Rouanez Bohemia 1502 – 1506 |
War he lerc'h: Mari Aostria |