Dugelezh Berg
Deiziad krouiñ | 24 Mae 1380 |
---|---|
Yezh ofisiel | alamaneg |
Kevandir | Europa |
Stad | Impalaeriezh santel roman german |
Kêr-benn | Düsseldorf |
Daveennoù douaroniel | 51°12′26″N 6°48′45″E |
Renad politikel | monarkiezh hollveliek |
Bet erlec'hiet gant | Grand Duchy of Berg |
Erlec'hiañ a ra | County of Berg |
Deiziad divodañ | 1806 |
Rummad tost | County of Berg |
Dugelezh Berg, a oa Kontelezh Berg etre 1101 ha 1380, a oa un dugelezh en Impalaeriezh santel roman german, war lez dehoù ar Roen. Düsseldorf e oa ar gêr-benn anezhi. Padout a reas eus an XIIvet kantved betek dibenn an XIXvet kantved.
E 1800 e oa 262 000 a dud oc'h annezañ 2 975 km² Dugelezh Berg.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Edo Dugelezh Berg war lez dehoù ar stêr Roen etre Vest Recklinghausen, abati Essen, abati Werden, kontelezh Marck, dugelezh Westfalen, stad Köln, priñselezh Moers ha dugelezh Kleve.
Ouzhpenn Dusseldorf e oa kêrioù bras Elberfeld ha Barmen.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Konted Berg, deuet war wel e 1101, a oa ur skourr eus an dierniezh Ezzonen, ganet e Lotaringia en IXvet kantved. E 1160 e voe rannet o domani ha krouet e voe kontelezh Mark, a voe adkemeret er XVIvet kantved. E 1280 ez eas lez ar gonted, a oa e Schloss Burg war lez ar stêr Wupper, da gêr Züsseldorf.
E-touez galloudekañ konted Berg e oa Engelbert II Berg, drouklazhet d'ar 7 a viz Du 1225.[1],[2] hag ar c'hont Adolf VIII Berg a voe trec'h en emgann Worringen a-enep Kontelezh Gelder e 1288.
Proviñs Jülich-Kleve-Berg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1815, goude Kendalc'h Vienna, e teuas Berg da vout ur broviñs e Rouantelezh Prusia: Proviñs Jülich-Kleve-Berg. E 1822 e voe unanaet ouzh Dugelezh-veur ar Roen Izel d'ober Proviñs ar Roen.
Konted ha Duged Berg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tiegezh Ezzonen
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Hermann Iañ "Pusillus", kont palatin Lotaringia
- Adolf Iañ Lotaringia, Vogt Deutz
- Adolf II Lotaringia, Vogt Deutz
Tiegezh Berg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1077–1082 Adolf Iañ Berg, 1añ kont Berg,
- 1082–1093 Adolf II Berg-Hövel (Huvili), kont Berg,
- 1093–1132 Adolf III, kont Berg,
- 1132–1160 Adolf IV, kont Berg,
- c. 1140-1148 Adolf V, kont Berg,
- 1160–1189 Engelbert Iañ, kont Berg,
- 1189–1218 Adolf VI, kont Berg,
- 1218–1225 Engelbert II Berg, Arc'heskob Köln, Rejant Berg,
- 1218–1248 Irmgard, pennhêrez Berg, dimezet en 1217 da Herri IV, Dug Limburg.
Tiegezh Limburg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1218–1247 Henry IV Dug Limburg, kont Berg
- 1247–1259 Adolf VII kont Limburg, kont Berg
- 1259–1296 Adolf VIII
- 1296–1308 William Iañ
- 1308–1348 Adolf IX
Tiegezh Jülich(-Heimbach), konted
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-unan gant Ravensberg
- 1348–1360 Gerhard
- 1360–1380 Wilhelm II ; deuet da vout dug en 1380.
Tiegezh Jülich(-Heimbach), Duged
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-unan gant Ravensberg (nemet e 1404–1437) ha goude 1423 a-unan gant dugelezh Jülich
- 1380–1408 Wilhelm Iañ
- 1408–1437 Adolf
- 1437–1475 Gerhard
- 1475–1511 Wilhelm II
Tiegezh La Marck, Duged
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Adal 1521 rann eus Dugelezhioù unanet Jülich-Kleve-Berg
- 1511–1539 Johann
- 1539–1592 Wilhelm III
- 1592–1609 Johann Wilhelm Iañ
Tiegezh Wittelsbach, Duged
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Unanet gant Jülich ha Pfalz-Neuburg, adal 1690 gant Pfalz ivez, adal 1777 gant Bavaria ivez
- 1614–1653 Wolfgang Wilhelm
- 1653–1679 Phillip Wilhelm
- 1679–1716 Johann Wilhelm II
- 1716–1742 Karl Phillip
- 1742–1799 Karl Theodor
- 1799–1806 Maximilian Josef
- 1803–1806 William of Palatinate-Zweibrücken-Birkenfeld-Gelnhausen, Duke in Bavaria (merer)
Duged-veur gall
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1806–1808 Joachim Murat
- 1808–1809 Napoleone Buonaparte
- 1809–1813 Napoléon Louis Bonaparte (dindan rejañs Napoleone Buonaparte)
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Pixton, Paul B. (1995). The German episcopacy and the implementation of the decrees of the Fourth Lateran Council : 1216–1245 : watchmen on the tower. Leiden u.a. : Brill. 210 p. ISBN 978-9004102620.
- ↑ Butler, Alban (2000). Butler's Lives of the Saints., New full, Collegeville (Minn.) : Liturgical Press. 56 p. ISBN 978-0814623879.