Franz Iañ Aostria

Franz II an Impalaeriezh Santel ( Franz II, Erwählter Römischer Kaiser en alamaneg), pe Franz Iañ Aostria, ganet e Firenze e 1768 ha marvet e Vienna e 1835, a oa arc'hdug Aostria (1792-1804), hag an impalaer santel roman diwezhañ, pa renas adalek 1792 betek ar 6 a viz Eost 1806. Diwar neuze e voe impalaer Aostria, hag ouzhpenn roue Hungaria ha Bohemia (1792-1835), betek e varv.
Divodañ a reas an Impalaeriezh Santel goude emgann Austerlitz ma voe faezhet an Trede Kenunaniezh gant Napoleon.
Dimezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Peder gwech e timezas
- Elisabeth von Württemberg (1767–1790), marvet da 23 bloaz
- Maria Teresa di Borbone-Napoli (1772-1807)
- Maria Ludovika Beatrix von Österreich-Este, keniterv dezhañ;
- Karoline Auguste Bavaria
En e raok: Leopold II an Impalaeriezh Santel |
Impalaeriezh Santel Roman Franz II an Impalaeriezh Santel 1619 – 1637 |
War e lerc'h: --- |