Maria Teresa di Borbone-Napoli

Eus Wikipedia
Maria Teresa di Borbone-Napoli, poltredet gant Élisabeth Vigée-Le Brun, 1790.
An tiegezh impalaerel, war-dro 1805

Maria Teresa di Borbone-Napoli, pe Maria Teresa Carolina Giuseppina di Napoli e Sicilia (1772 – 1807), a oa ur briñsez italian eus Rouantelezh an Div Sikilia, hag a voe diwezhañ Impalaerez Santel ha kentañ Impalaerez Aostria.

Merc'h henañ Ferdinando Iañ, Roue an Div Sikilia, hag an Arc'hdugez Maria Carolina Aostria, e oa.

Dimeziñ a reas da Franz II an Impalaeriezh Santel, hec'h eil pried e oa.

Bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daouzek bugel he doe.

  1. Marie-Louise Aostria (1791–1847), Impalaerez ar C'hallaoued, Dugez Parma,
  2. Ferdinand Iañ Aostria (1793–1875)
  3. Karoline Leopoldine (1794 –1795), arc'hdugez marvet da ur bloaz;
  4. Karolina Ludovika (1795 – 1799), arc'hdugez marvet da 4 bloaz;
  5. Maria Leopoldine (1797–1826), impalaerez Brazil,
  6. Maria Clementine (1798–1881)
  7. Joseph Franz (1799 – 1807), arc'hdug, marvet da eizh vloaz;
  8. Maria Caroline Ferdinanda (1801–1832)
  9. Franz Karl (1802–1878), arc'hdug
  10. Maria Anna ( – 1858), arc'hdugez
  11. Johann Nepomuk (1805 – 1809), arc'hdug
  12. Amalia Theresia (1807 – 1807), arc'hdugez, marvet a-benn tri deiz.




Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.