Friedrich August II (Sachsen)

Eus Wikipedia
Ur pennad Friedrich August zo ivez.
Friedrich August II, roue Sachsen. Poltred gant Carl Vogel von Volgenstein.

Friedrich August II (1797-1854), a oa roue Sachsen adalek 1836 betek e varv.

Mab e oa d'ar priñs Masimilian von Sachsen (1759-1838) ha d'e bried kentañ Carolina di Borbone-Parma (1770–1804). E dad a oa mab da Friedrich Christian, Dilenner Sachsen. E vamm Caroline, a oa merc'h da Ferdinando Iañ Parma (1751-1802), dug Parma, ha d'e bried Maria Amalia von Österreich, un nizez d'an impalaerez Maria Theresia. Ren a reas goude marv e eontr divugel, Anton der Gütige (1755-1836). E vreur Johann Iañ von Sachsen (1801-1873) a renas war e lerc'h.


Dimezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Div wech e timezas met bugel ebet n'en doe.