Emgann Austerlitz

Eus Wikipedia
Emgann Austerlitz
La bataille d'Austerlitz. 2 decembre 1805 (François Gérard).jpg

Napoléon à la bataille d'Austerlitz gant François Gérard.
Maread 2 a viz Kerzu 1805
Lec'h Austerlitz
Impaleriezh Aostria
Disoc'h trec'h peurglok Napoleon
Emgannerien
Ar Trede Kengevread:
Flag of the Habsburg Monarchy.svg Impaleriezh Aostria
Flag of Russia.svg Impalaeriezh Rusia
Flag of France.svgImpalaeriezh c'hall kentañ
Pennoù-brezel
Aleksandr Iañ
Franz Iañ Aostria
Napoleon Bonaparte
Niver a emgannerien
Flag of the Habsburg Monarchy.svg
Flag of Russia.svg etre 80 000 ha 90 000
Flag of France.svg 65 000
Kolloù
15 000 marvet pe gloazet

12 000 prizoniad 180 kanol steuziet

45-50 banniel kollet
Etre 1305 ha 1537 marvet

6940 gloazet 573 prizoniad

1 banniel kollet.

Emgann Austerlitz, anvet ivez Emgann an tri impalaer, a oa bet stourmet d'an 2 a viz Kerzu 1805. Unan eus an emgannoù brasañ ha pouezusañ e Brezelioù Napoleon eo ha gwelet e vez evel trec'h bravañ Napoleon Iañ, rak an arme c'hall he devoa trec'het garv ul lu kalz galloudusoc'h, Rusianed hag Aostrianed renet gant an impalaer Aleksandr hag an impalaer Frañsez II. An emgann a oa bet stourmet nepell diouzh kêr Austerlitz en impalaeriezh aostrian (Slavkov u Brna er Republik Tchek bremañ). Emgann Austerlitz en devoa degaset ur fin trumm da Vrezel an trede kengevread, gant skrid-emglev Pressburg sinet gant an Aostrianed e fin ar miz.

An emgann a zo gwelet evel un trec'h strategel meur, ken pouezus hag emgannoù Cannae pe Gaugamela.