Elisabeth von Württemberg (1767–1790)

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche
Disambiguation.svg Ur pennad Elisabeth von Württemberg zo ivez.
Elisabeth von Württemberg, poltredet gant Johhann Baptist Lampi
An arc'hdug Franz Aostria.

Elisabeth von Württemberg (1767–1790), a oa ur briñsez alaman Württemberg, hag a voe Arc'hdugez Aostria hag Impalaerez Santel dre he dimeziñ d'an Arc'hdug Franz Aostria.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa e Treptow an der Rega. Merc'h e oa da Friedrich II, dug Württemberg ha d'e bried Dorothea von Brandenburg-Schwedt.

He c'hoar Sophie Dorothee von Württemberg a oa dimezet d'an tsarevitch Paol Iañ Rusia ha mamm e oa d'ur ribitailh bugale. An impalaer Joseph II, a felle dezhañ skoulmañ un emglev gant Rusia enep Prusia. Evit se eo e klaskas aozañ darempredoù klouaroc'h etre an div gurunenn dre zimeziñ ur c'hoar d'an tsarevna d'e niz, an arc'hdug Franz, a oa e bennhêr, hag a oa a da vout impalaer war e lerc'h.

Dimeziñ a reas en 1788. Heuliañ a reas kentelioù kan Salieri.

He marv ha goude[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mervel a reas e 1790, pa ne oa ket 23 bloaz c'hoazh, o c'henel he bugel kentañ. Daou zevezh goude e varvas an impalaer. Evit he merc'hig Louise Élisabeth, a varvas un toullad mizioù goude.

Neuze e voe dilennet he zad-kaer, hag a oa dug-meur Toskana bete neuze, da impalaer, evel Leopold II. Tostik kenkent, d'ar 15 aviz Eost, dre abegoù politikel, e voe addimezet an arc'hdug intañv d'ur geniterv, Marie-Thérèse de Bourbon-Naples (1772 – 1807), hag a oa merc'h da Ferdinando IV, roue Naplez, ha merc'h-vihan da Marie-Thérèse d'Autriche ha Marie-Caroline d'Autriche. Hag un toull mat a vugale o doe.