Ferdinando IV Toskana
Ferdinando IV Toskana, ganet e Firenze e 1835 ha marvet e 1908 e Salzburg, a oa un arc'hdug aostrian, eus an Tiegezh Habsbourg (skourr Habsbourg-Loren-Toskana), ha diwezhañ dug-meur Toskana (1859-1860) pa voe staget ar vro ouzh rouantelezh Italia .
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mab e oa da Leopoldo II Toskana, ha d'e bried Maria Antonia Naplez-Sikilia (1814–1898).
Mervel a reas e bried kentañ Anna Maria von Sachsen da 23 bloaz, e 1859. Ur pennadig goude e tilezas e dad e gurunenn d'he reiñ dezhañ. Ne chomas ket an intañv yaouank da zug-meur pell amzer avat. Brezel a oa etre Roue Sardigna, Vittorio Emmanuele II, hag impalaer Aostria, Franz Joseph Iañ: p'edo an impalaer e penn an Tiegezh Habsbourg-Loren ne c'halle ket Ferdinando chom hep e harpañ.
E 1860 eta e voe trec'h Vittorio Emmanuele II hag e rankas Ferdinando kuitaat e zugelezh a voe staget neuze ouzh rouantelezh nevez Italia. Mont a reas d'an harlu da Vienna tra ma voe kemeret Firenze, kêr-benn an dugelezh, da lakaat kêr-benn Italia enni.
Dimezioù ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Div wech e timezas:
- e 1856 da Anna Maria von Sachsen ( 1836-1859), merc'h da Johann Iañ von Sachsen (1801-1873) , roue Sachsen, ha d'e bried Amalie Auguste von Bayern; div verc'h o doe:
- Maria Antonia (1858-1883), fall he yec'hed, badezet e Praha. Marvet da 25 bloaz.
- Principessa (1859-1859)
- da Alice di Borbone-Parma, ha dek bugel o doe:
- Leopoldo Ferdinando d'Asburgo-Toscana (1868-1935). Dilezel e ditloù a reas e 1929 da gemer an anv Wölfling. Teir gwech e timezas.
- Luisa d'Asburgo-Toscana (1870-1947),
- dimezet da Friedrich August III, Roue Sachsen, ha bugale o doe, hogen torret e voe an eured ;
- Giuseppe Ferdinando d'Asburgo-Toscana, (1872-1942). dimezet div wech:
- da Rosa Kaltenbrunner
- goude torret e eured kentañ, addimezet daGertrud Tomanek;
- Pietro Ferdinando d'Asburgo-Toscana, (1874-1948), dimezet da Maria Cristina di Borbone-Due Sicilie;
- Enrico Ferdinando d'Asburgo-Toscana (1878-1969), dimezet div wecdh:
- da Louise Hesse-Philippsthal-Barchfeld, hag ur mab dezho, Ferdinando Ranieri.
- goude torret o eured, addimezet da Maria Karoline Ludescher;
- Anna Maria d'Asburgo-Lorena (1879-1961)
- dimezet d'ar priñs Johannes di Hohenlohe-Bartenstein;
- Margherita Maria d'Asburgo-Lorena (1881);
- Germana Maria d'Asburgo-Lorena (1884-1955);
- Roberto Ferdinando d'Asburgo-Lorena (1885-1895);
- Agnese Maria d'Asburgo-Lorena (1891-1945)
Fin e vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bevañ a reas en harlu e Salzburg hag e Lindau am Bodensee.