Ferdinand IV an Impalaeriezh Santel

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Ferdinand IV an Impalaeriezh Santel
Ferdinand IV en-bugel, gant e vamm Maria Anna

Ferdinand IV (Vienna, 8 Gwengolo 1633- 9 Gouere 1654) a oa mab henañ an impalaer Ferdinand III an Impalaeriezh Santel hag e wreg kentañ an infantez María Ana Spagn, merc'h da Felipe III, roue Spagn, .

Mervel a reas e vamm en 1646, pa oa-eñ 13 vloaz. Roue Bohemia e voe adalaek 1646 ha roue Hungaria adalek 1647. D'an 31 a viz Mae 1653 e vo dilennet da roue ar Romaned ha kurunennet e voe e Regensburg d'an 18 a viz Mezheven er bloavezh-se. Dezhañ e oa dleet kurunenn an Impalaeriezh Santel eta. Mervel a reas gant ar vrec'h avat e 1654, en e 20 vloaz, hag eñ dizimez.

Pa varvas e dad, e 1658, e voe anvet e vreur Leopold da Impalaer.


En e raok:
Ferdinand III an Impalaeriezh Santel
Roue ar Romaned
Ferdinand IV
......
War e lerc'h:
Leopold Iañ an Impalaeriezh Santel