Masimilian Iañ Mec'hiko
Masimilian Iañ Mec'hiko (1832-1867) a voe impalaer Mec'hiko, kent bezañ fuzuilhet gant an emsavidi vec'hikan.
Mab e oa da Franz Karl von Österreich ha da Sophie von Bayern. Breur yaouank an impalaer aostrian Franz Joseph Iañ e oa.
E 1857 e timezas e Brusel d'ar briñsez Charlotte Belgia, merc'h da Leopold Iañ Belgia, roue Belgiz, ha da Louise-Marie d'Orléans.
Goude bloavezhioù e morlu Aostria, e asantas d'ar c'hinnig graet dezhañ gant Napoleon III, impalaer Bro-C'hall, da vont da ren war Mec'hiko. Aloubet e oa bet Mec'hiko gant ar C'hallaoued e 1861, gant asant stadoù all Europa. Evit diazezañ eno ur galloud a-du gant Bro-C'hall e voe pedet Masimilian gant Napoleon III, da vont da impalaer ar vro. Mont a reas da Vec'hiko, gant skoazell an arme c'hall hag un nebeud mirourien vec'hikan. Hag anvet e voe da Impalaer Mec'hiko d'an 10 a viz Ebrel 1864.
Nac'het e voe anavezout an impalaer nevez gant meur a c'houarnamant estren, ha gant hini Stadoù Unanet Amerika en o zouez. Sellout a raent ouzh impalaeriezh Masimilian evel ur stad suj da Vro-C'hall. Goude dibenn ar Brezel Diabarzh er Stadoù Unanet, e 1865, e voe degaset skoazell gant Stadunaniz d'ar republikaned vec'hikan renet gant Benito Juárez. P'en em dennas arme Bro-C'hall diouzh Mec'hiko e 1866 e krogas an traoù da vont da fall evit nerzhioù an impalaeriezh.


Paket e voe Masimilian gant an emsavidi a-du gant ar republik ha fuzuilhet e voe ganto d'an 19 a viz Mezheven 1867.