Steven Spielberg

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Steven Spielberg
Steven Spielberg 1999 3.jpg
Steven Spielberg er pentagon (11 a viz Eost 1999)
Anv ganedigezh : Steven Allan Spielberg
Deiziad ganedigezh : 18 a viz Kerzu 1946
Lec'h ganedigezh : Cincinnati, Ohio
Stadoù-Unanet
Broadelezh : Stadunanat
Micher(ioù) : Filmaozer
Istorour
Produour
Filmoù a-bouez : Jaws
Close Encounters of the Third Kind
Indiana Jones
E.T. the extra-terrestrial
Jurassic Park
Amistad
Saving Private Ryan
Artificial Intelligence: A.I.
Minority Report
The War of the Worlds
Munich
Liammoù diavaez

Steven Allan Spielberg, bet ganet d'an 18 a viz Kerzu 1946 e Cincinnati (Ohio, Stadoù Unanet Amerika) a zo ur filmaozer ha produer stadunanat.

Savet en deus lod eus ar filmoù o deus graet ar muiañ a berzh er bloavezhioù diwezhañ. En o zouez e kaver E.T (1982) ha Jurassic Park (1993). Filmoù avantur ha skiant-faltazi a zo bet savet gantañ da gentañ, evel Jaws, E.T pe heuliad Indiana Jones. Diwezhatoc'h e tremenas da abegoù diaesoc'h evel al Loskaberzh gant Listenn Schindler pe an Eil Brezel Bed gant Saving Private Ryan (O saveteiñ ar soudard Ryan).

E labour filmaozer en deus boulc'het evit ar skinwel, gant ar rummad Columbo, da skouer. Unan eus e filmoù hir kentañ, Duel (1971), savet e senario gant Richard Matheson, a oa bet produet evit an tele stadunanat. Daou vloaz war-lerc'h e oa bet bannet war skrammoù sinema broioù zo eus Europa, da heul roidigezh Priz Meur Festival 1973 Avoriaz.

E 1975 e tarzhas da vat brud Steven Spielberg gant ar film Jaws, savet diwar ur romant gant Peter Benchley. Er bed a-bezh e reas berzh istor ar morvleiz debrer-tud, ha tri Academy Awards e oa bet rastellet gant Jaws (e rannoù ar Frammañ, ar Sonerezh hag ar Son).

Spielberg en deus kensavet Amblin Entertainment ha DreamWorks Studios, dre an embregerezhioù-se e voe ivez produer filmoù o devoa graet berzh bras, evel Back to the Future, Men in Black, hag an heuliad Transformers. Spielberg a zo aet goude-se war hent produiñ c'hoarioù video.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Spielberg a zo ganet d'an 18 a viz Kerzu 1946 e Cincinnati, Ohio. Ar vamm, Leah (ganet Posner, deuet da vezañ Adler; 2 a viz Genver 192021 a viz C'hwevrer 2017), a oa renerezh un ti debriñ ha c'hoarierezh piano. An tad, Arnold Spielberg (ganet e 1917), a oa un ijinour war an tredan a gemeras perzh e dioroadur an urzhiataerezhioù.

Familh Steven Spielberg a oa yuzevien orthodoks. Tud-kozh Spielberg a-berzh an tad a oa yuzevien eus Ukraina staliet e Cincinnati er bloavezhioù 1900; ar vamm-gozh a oa o tont eus Sudylkiv, padal an tad-kozh a oa eus Kamianets-Podilskyi. E 1950, e familh en devoa dilojet en Haddon Township, New Jersey, pa oa bet kavet ul labour gant an tad en RCA. Tri bloaz war-lerc'h, ar familh a fiñve e Phoenix, Arizona. Spielberg a oa bet skoliataet en ur skol hebreek etre 1953 betek 1957, e klasadoù ar Rabbi Albert L. Lewis.

Pa oa bugel e oa diaes da Spielberg selloù ar re all dre ma oa yuzev orhodoks. "It isn't something I enjoy admitting," a zisklerias eñ un deiz, "but when I was seven, eight, nine years old, God forgive me, I was embarrassed because we were Orthodox Jews. I was embarrassed by the outward perception of my parents' Jewish practices. I was never really ashamed to be Jewish, but I was uneasy at times."

Spielberg en devoa diskleriet ivez e oa bet taget dre enep-yuzevegezh hag Harellerezh skol: "In high school, I got smacked and kicked around. Two bloody noses. It was horrible." D'an oad a 12 vloaz, e voe savet gantañ e c'hentañ film er gêr: distruj un tren dre implij e c'hoarioù ha dreist-holl an trenioù Lionel. E-pad e yaouankiz hag ur wech tizhet ar skol-veur en devoa kendalc'het da filmañ filmoù avantur war 8 mm.

E 1958, e teu da vezañ skout ha tapout a ra un ardamez enor evit ar poltrijañ gant ur filmig 9 munutenn e 8 mm anvet "The Last Gunfight".

Buhez personel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimeziñ ha bugale

Spielberg en doa kejet evit ar wech kentañ gant an aktourez Amy Irving e 1976 goude ma vefe bet kinniget gant ar rener filmoù Brian De Palma, an hini-mañ a ouie e oa Spielberg o klask un aktourez evit c'hoari er film Close Encounters. Ur wech gwelet anezhi, Spielberg a embanne d'e genbroduer Julia Phillips, "I met a real heartbreaker last night." En desped da-se an aktourez a oa re yaouank evit c'hoari ar roll. Kroget o devoa d'en em welet er-maez eus ar bed micherel, betek ma vefe hi o vont da vevañ e ti Spielberg. Bevañ a refont asambles e-pad pevar vloaz, siwazh ar stress hag ar redioù labour a blantas reuz en o istor.. Irving he devoa c'hoant bezañ anzavet evel aktourez dre he labour nemetken: "Ne m'eus ket c'hoant bezañ brudet evel kamaladez Steven". Dre-se e chomas hep c'hoari e film ebet e amourous e-pad mare o vuhez asambles.

Pinvidigezh

Hervez ar gelaouenn Forbes, pinvidigezh personel Spielberg a zo 3,7 bilion$ [1].

Politikerezh

Spielberg a voaz a zo un harp d'ar Strollad Demokratel. Roet en devoa 800 000$ d'ar strollad. Kamalad bras eo bet d'ar prezidant demokrat Bill Clinton. Spielberg a baouezas da vezañ ezel eus ar skouted stadunanat er bloavezh 2001 dre ma ne oa ket a-du gant ar selloù enep-heñvelreizhidi difennet ha brudet gant an aozadur. E 2007 e oa galvet d'ur boycott eus filmoù Spielberg gant Kevre ar Stadoù Arab goude ma vefe bet roet gantañ 1 milion$ evit harpañ Israel e-pad Brezel Liban 2006. D'an 20 a viz C'hwevrer 2007, Spielberg, Jeffrey Katzenberg, ha David Geffen a galve an demokrated da rastellañ arc'hant evit harpañ Barack Obama.

Er bloavezh 2018, Spielberg gant e wreg Kate Capshaw o devoa profet 500 000$ evit harpañ ar valeadeg studierien March for Our Lives evit goulenn ma vefe strisaet al lezennoù a-fed perc'henniñ armoù er Stadoù-Unanet.

Sevener filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bloavezh Titl Embanner
1968 Amblin' Filmways
1971 Duel Universal Pictures / CIC
1974 The Sugarland Express Universal Pictures
1975 Jaws Universal Pictures
1977 Close Encounters of the Third Kind Columbia Pictures
1979 1941 Universal Pictures / Columbia Pictures
1981 Raiders of the Lost Ark Paramount Pictures
1982 E.T. the Extra-Terrestrial Universal Pictures
1983 Twilight Zone: The Movie Warner Bros.
1984 Indiana Jones and the Temple of Doom Paramount Pictures
1985 The Color Purple Warner Bros.
1987 Empire of the Sun Warner Bros.
1989 Always Universal Pictures
1989 Indiana Jones and the Last Crusade Paramount Pictures
1991 Hook TriStar Pictures
1993 Jurassic Park Universal Pictures
1993 Schindler's List Universal Pictures
1997 The Lost World: Jurassic Park Universal Pictures
1997 Amistad DreamWorks Pictures
1998 Saving Private Ryan DreamWorks Pictures / Paramount Pictures
2001 A.I. Artificial Intelligence Warner Bros. / DreamWorks Pictures
2002 Minority Report 20th Century Fox / DreamWorks Pictures
2002 Catch Me If You Can DreamWorks Pictures
2004 The Terminal DreamWorks Pictures
2005 War of the Worlds Paramount Pictures / DreamWorks Pictures
2005 Munich Universal Pictures / DreamWorks Pictures
2008 Indiana Jones and the Kingdom of the Crystal Skull Paramount Pictures
2011 The Adventures of Tintin Paramount Pictures / Sony Pictures
2011 War Horse Walt Disney Studios
2012 Lincoln Walt Disney Studios / 20th Century Fox
2015 Bridge of Spies Walt Disney Studios / 20th Century Fox
2016 The BFG Walt Disney Studios
2017 The Post 20th Century Fox
2018 Ready Player One Warner Bros.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]