Schindler's List (film)
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Schindler's List (Listenn Schindler e brezhoneg) zo ur film saoznek, sevenet e gwenn ha du (hag e liv evit un niver dister a zarvoudoù) gant ar filmaozour stadunanat Steven Spielberg e 1993.
Fichenn deknikel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Doare : Drama, Istorel
- Skoazellerien-sevener : Michael Helfand ha Sergio Mimica-Gezzan,
- Senario : Steven Zaillian, azasaet diwar ar romant Schindler's Ark (1982) gant Thomas Keneally,
- Kevredadoù produiñ : Amblin Entertainment hag Universal Pictures,
- Produourien : Branko Lustig, Gerald Molen, Lew Rywin (kenbroduour) ha Steven Spielberg,
- Kevredad dasparzhañ : Universal Pictures,
- Rener ar skeudenniñ : Janusz Kamiński,
- Ijinour ar son : Edward Tise,
- Aozer ar sonerezh orin : John Williams,
- Kinklour : Allan Starski,
- Dilhataerez : Anna Biedrzycka-Sheppard,
- Farderez : Christina Smith,
- Perukennerez : Judith A. Cory,
- Frammer : Michael Kahn,
- Luc'hskeudenner leurenn : David James,
- Prantad filmañ : adalek ar 1añ a viz Meurzh betek an 23 a viz Mae 1993,
- Lec'hioù filmañ : Jeruzalem (Israel), (er-maez eus) kamp-bac'h Auschwitz-Birkenau, Kraków, kamp-labour Płaszów (Polonia)
- Deiziad dont e-maez : 30 a viz Du 1993 (Washington D.C., Stadoù-Unanet),
- Padelezh : 195'.
An danvez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar romant Schindler's Ark[1], savet gant ar skrivagner aostralian Thomas Keneally (1935-) diwar-benn buhez ar greantelour alaman Oskar Schindler (1908-1974), a oa deuet e-maez e 1982. An oberenn-mañ eo a awenas Steven Spielberg evit e film hir.
Petra bennak ma oa Schindler ezel eus ar Strollad Nazi en devoa saveteet buhez war-dro mil kant Yuzev e-pad an Eil Brezel-bed. E-lec'h mont da vervel e kamp-labour Płaszów (Polonia) e oa deuet a-benn d'o zuta en e labouradeg (traezoù en amailh ha tennoù) o foeltrañ e vadoù sof-kont e manegoù roet da Nazied hag a zaremprede. Dougen a rae Listenn Schindler anv ar Yuzevien a oa sañset bezañ kaset da gamp-bac'h Auschwitz-Birkenau (Polonia) : bez' e voent treuzkaset yac'h ha dibistig da dTchekoslovakia a-drugarez d'ar greantelour.
D'an 18 a viz Gouere 1967 e voe lakaet Oskar Schindler e-touez Ar Re Reizh dre vroadoù gant kounlec'h Yad Vashem ; douaret eo e bered gristen Menez Sion e Jeruzalem (Israel).
Roll ar gomedianed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Liam Neeson : Oskar Schindler,
- Ralph Fiennes : Amon Göth (1908-1946),
- Ben Kingsley : Itzhak Stern (1901-1969),
- Jonathan Sagalle : Poldek Pfefferberg (1913-2001),
- Caroline Goodall : Emilie Schindler (1907-2001),
- Embeth Davidtz : Helen Hirsch,
- Malgoscha Gebel : Victoria Klonowska,
- Shmulik Levy : Wilek Chilowicz,
- Mark Ivanir : Marcel Goldberg,
- Beatrice Macola : Ingrid,
- Andrzej Seweryn : Julian Scherner,
- Friedrich Von Thun : Rolf Czurda,
- Krzysztof Luft : Herman Toffel,
- Harry Nehring : Leo John,
- Norbert Weisser : Albert Hujar,
- Adi Nitzan : Mila Pfefferberg,
- Michael Schneider : Juda Dresner,
- Miri Fabian : Chaja Dresner,
- Anna Mucha : Danka Dresner,
- Albert Misak : Mordecai Wulkan,
- Michael Gordon : an aotrou Nussbaum,
- Aldona Grochal : an itron Nussbaum,
- Jacek Wójcicki : Henry Rosner,
- Beata Paluch : Manci Rosner,
- Piotr Polk : Leo Rosner,
- [...].
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Tapout a reas al levr ar Priz Booker e 1982.