Yad Vashem

Eus Wikipedia
Jeruzalem Yad Vashem en hebraeg

Maen-koun Yad Vashem (hebraeg : יָד וַשֵׁם ) eo al lec'h eñvor ofisiel da c'houzañverien ar Shoah pe Holokost krouet er bloavezh 1953 gant al lezenn Yad Vashem votet gant ar Knesset, ar parlamant Israelat.

E kêr Jeruzalem emañ, war tu kornôg Menez Herzl.

Eno ez eus ul listenn anvet Ar Re Reizh dre vroadoù (hebraeg : חסידי אומות העולם‎ , khassidey umot ha-olam, "Ar Re Reizh en holl vroadoù ar bed") . Tro 20.000 den a zo enoret, bev pe aet da Anaon, evel reizh dre vroadoù.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.