Raiders of the Lost Ark

Eus Wikipedia
Indiana Jones o laerezh an delwennig, Hollywood Studios.

Raiders of the Lost Ark zo ur film avantur stadunanat embannet e 1981 ha sevenet gant Steven Spielberg. Ar senario a oa gant Lawrence Kasdan, diwar un istor gant George Lucas ha Philip Kaufman. Produet e oa bet gant Frank Marshall evit Lucasfilm Ltd., gant Lucas hag Howard Kazanjian evel produerien.

Ar c'hentañ film eo en heuliad filmoù Indiana Jones. Harrison Ford a c'hoari an arkeologour Indiana Jones, o stourm a-enep ur strollad nazied a glask arc'h an emglev. Karen Allen a c'hoari karantezig Indiana, Marion Ravenwood ; Paul Freeman evit kevezer Indiana, an arkeologour gall René Belloq ; John Rhys-Davies evel kamalad bras Indiana, Sallah ; Ronald Lacey evel poliser ar Gestapo an ajant Arnold Toht ; ha Denholm Elliott evel kenlabourer Indiana, Marcus Brody.