Lucasfilm

Eus Wikipedia
Puzzle stub cropped.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Savadur Lucasfilm ltd Sandcrawler savet adal patrom ur mekanik gwelet e filmoù Star Wars

Lucasfilm berraet a-wechoù en LFL a zo ur studio sinema ha skinwel amerikan krouet e 1971 gant George Lucas. Ober a ra war-dro an heuliadoù film Star Wars hag Indiana Jones. E San Francisco emañ e sez.

Lucasfilm Ltd a zo aet pelloc'h gant an teknikoù sinema evel an efedoù arbennik hag al luskañ dre urzhiater. Adprenet ez eo bet gant The Walt Disney Company, d'an 30 a viz Here 2012, ouzhpenn 4 milion a zollaroù.

Istor ar studio Lucasfilm[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lucasfilm a zo bet krouet gant ar sevener filmoù George Lucas e 1971. Lucas a zo chomet e-penn an embregerezh evel danvez prezidant a kannad meur betek ar bloavezh 2012.

E 1986, Lucasfilm a werzh e lodenn urzhiataerezh Lucasfilm Computer Division da Steve Jobs, a savas adal ar studio Pixar.

E 2002, Lucasfilm a kuitaa an embregerezh THX.

E 2003, Lucasfilm a-sav Lucasfilm Animation, un embregerezh produiñ filmoù tri-ment evit ar sinema hag ar skinwel.

D'an 3 a viz Eost 2004, Lucasfilm Animation a zigor ul lodenn e Singapour, Lucasfilm Animation Singapour.

E miz Genver 2012, George Lucas a embann ne vezo ket produet ken oberennoù doare blockbusters met gwelloc'h oebrennoù bihanoc'h hag a dalvoudegezh arzel.

Kathleen Kennedy renerezh Lucasfilm bloavezh 2011
George Lucas krouer Lucasfilm