Indiana Jones

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Indiana Jones o laerezh an delwennig, Hollywood Studios.

An Doktor Henry Walton Jones, Jr. (lesanvet "Indiana" pe "Indy") zo un dudenn ijinet e bed ar frañchiz Indiana Jones. George Lucas en doa ijinet an dudenn evel enoriñ d'an harozed e filmoù avantur ar bloavezhioù 1930. An dudenn a zo bet gwelet evit ar wech kentañ e 1981 er film Raiders of the Lost Ark. Adkavet e vo er filmoù Indiana Jones and the Temple of Doom e 1984, Indiana Jones and the Last Crusade e 1989, er stirad skinwel The Young Indiana Jones Chronicles etre 1992 ha 1996, hag er film Indiana Jones and the Kingdom of the Crystal Skull e 2008. Adimplijet eo bet an dudenn e romantoù, bandennoù-treset, c'hoarioù video ha mediaioù all. Jones a adkaver e meur a bark Disney, evel el lodennoù en Indiana Jones Adventure, Indiana Jones et le Temple du Péril, hag Epic Stunt Spectacular!.

Jones a zo bet c'hoariet evit an darn gant an aktour Harrison Ford met ivez gant River Phoenix (evit Jones yaouank en The Last Crusade) hag er skinwel evit ar stirad The Young Indiana Jones Chronicles gant Corey Carrier, Sean Patrick Flanery, ha George Hall. Doug Lee a zo bet mouezh an dudenn er c'hoarioù video gant LucasArts, Indiana Jones and the Fate of Atlantis hag Indiana Jones and the Infernal Machine, David Esch evit ar c'hoari Indiana Jones and the Emperor's Tomb, ha John Armstrong evit Indiana Jones and the Staff of Kings.

Jones a zo un dudenn gant fent, mestr a-fed an hen-sevenadurezhioù hag a zo saozonet gant an naered.