Ready Player One (film)
Ready Player One | |
![]() | |
---|---|
Filmdata | |
Titl orin : | Ready Player One |
Bro produiñ : | ![]() |
Deuet er-maez : | 29 a viz Meurzh 2018 |
Yezh orin : | Saozneg |
Padelezh (PAL-DVD) : | 140 munutenn |
Skigner : | Warner Bros. Pictures |
Boujedenn : | 175 milion a zollaroù |
Korvoder gros : | 581,5 zollaroù |
Pare | |
Filmaozer : | Steven Spielberg |
Produer : | Steven Spielberg Donald De Line |
Skrivagner : | Zak Penn |
Sonerezh : | Alan Silvestri |
Rener al luc'hskeudenniñ : | Michael Kahn |
Frammer : | Janusz Kamiński |
Aktourien | |
Daneveller : Ernest Cline | |
Liammoù diavaez | |
kemmañ ![]() |
Ready Player One zo ur film skiant-faltazi stadunanat produet ha sevenet gant Steven Spielberg. Skrivet eo bet gant Zak Penn hag Ernest Cline, diazezet eo ar senario war ar romant Ready Player One embanent e 2011. Er film e adkaver Tye Sheridan, Olivia Cooke, Ben Mendelsohn, Lena Waithe, T.J. Miller, Simon Pegg, ha Mark Rylance.
Istor ar film a dremen er bloavezh 2045. Darn eus an denelezh a implij ar program OASIS evit bevañ en ur bed niverennel. Un emzivad Wade Watts (Sheridan) a gav ez eus ur c'hoari er program a rofe an tu da c'hounez perc'henniñ war ar bed niverennel. Klask a ra harperien evit klask bezañ trec'h er c'hoari a-raok ma vefe graet gant un embregerezh ramzel prevez renet gant Nolan Sorrento (Mendelsohn).
Ar film a zo bet merzhet da vezañ disheñvel diouzh ar romant diazez, ul lod burutellenerien o lakaat war-raok e oa gwelloc'h ar film a-fed istor evit na oa ar romant. Rastellet ez eus bet 581 milion $ dre ar bed ; ar pevarzekvet film eo e-keñver arc'hant rastellet e 2018. Ar film a zo bet degemeret mat, met abeg zo bet kavet er fed e vefe re a adkemer eus bed sevenadurel ar bloavezhioù 1980-1990 hep degas nevezinti.