Inizi Gwerc'h Danat
An Indez Kornôk Danat, pe Antilhez danat, zo un drevadenn a oa da Zanmark er Mor Karib, hag a zo anavezet hiriv evel an Inizi Gwerc'h Stadunanat.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a reas Kompagunezh danat an Indez kornôk ha Ginea da en em ziazezañ war Enez Sant Tomaz e 1672. Mont a rejont betek Enez Saint John a voe staget ouzh Danmark e 1683, ha bec'h a savas neuze gant ar Rouantelezh-Unanet betek 1718. Prenet e voe Sainte-Croix digant Kompanunezh c'hall an Indez Kornôk e 1733.
E 1754 e voe gwerzhet an inizi da roue Danmark ; trevadennoù ar gurunenn e voent adal neuze.
E-kerzh brezelioù Napoleon e voe aloubet gant Bro-Saoz, da gentañ eus 1801 da 1802 ha goude eus miz Kerzu 1807 da viz Du 1815, ha neuze e voent daskoret da Zanmark.
E miz Kerzu 1916 e voe gwerzhet an inizi da SUA, evit 25 milion a zollaroù.