Seamus Heaney

Eus Wikipedia
Seamus Heaney e 1970
Seamus Heaney e 2004

Seamus Heaney zo ur barzh iwerzhonat ganet e Caisleán Dhásain (Castledawson) e Norzhiwerzhon, d'an 13 a viz Ebrel 1939, ha savet nepell alese e Béal Eochaidh (Bellaghy), ha marvet d'an 30 a viz Eost 2013 e Dulenn.

Diskouez a ra e oberennoù ur frailh diabarzh, savet diwar e garantez ouzh Iwerzhon hag e garantez ouzh ar sevenadur hag al lennegezh saoznek.

E-touez e zastumadoù emañ Door into the dark ("Dor war-zu an teñval") pe North ("Hanternoz"). Troet en deus ivez Beowulf diwar an hensaozneg.

Aet e oa priz Nobel al lennegezh gantañ e 1995. Anvet e oa bet da zDoctor honoris causa e skol veur A Coruña e Galiza.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]