Fleüt
Mont d’ar merdeerezh
Mont d’ar c’hlask
Ar fleüt (pe flutenn e brezhoneg ar sonerien a-vremañ(Daveoù a vank)) zo ur benveg-seniñ dre c'hwezhañ, anezhañ un duellenn (meur a doull ennañ peurliesañ), pe ur strobad tuellennoù (didoull ar gorre anezho peurliesañ). Fleütal a ra ar sonerien fleüt, a reer fleüterien anezho.
Graet e vez fleütoù e koad, en eskern, e pri, e metal, en olifant, ha kement zo.
Ar fleütoù e bed ar sonerezh breizhek a-vremañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ar fleüt-treuz koad a Iwerzhon. Deuet eo da vezañ an doare fleüt implijetañ hiziv an deiz er strolladoù fest-noz. E-leizh a fleüterien ampart a gaver e Breizh abaoe ar bloavezhioù 70, (Jean-Michel Veillon, h.a.)
- An tin-whistle a Iwerzhon. Diouzh ar c'hiz e oa hemañ er bloazioù 1970, pa oa ar pop-keltiek e en vog (Alan Stivell, Tri Yann, h.a.). Implijet e vez pell nebeutoc'h bremañ.
- Ar fleüt-treuz metal klasel. Implijet e vez gant ur strollad bennak (Gwendal, h.a.) met kalz nebeutoc'h evit ar fleüt-treuz koad.
- Ar low-whistle. Anezhañ un doare tin-whistle bet brasaet a-benn kaout ur son boutoc'h. Ur soner bennak a ra gant hemañ (Ronan Le Bars da skouer).
Istor ar fleüt[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
D'an 24 a viz Mezheven (peseurt bloaz?) e oa bet dizoloet ur fleüt bet kizellet ouzhpenn 35 000 bloaz zo, en Alamagn : unan eus ar binvioù-seniñ koshañ er bed moarvat.
Anv-tiegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An anv Fleouter zo deveret diwar fleüt.
Sonadeg fleüt
gant Friedrich II
e Sanssouci
Adolph von Menzel
(1815-1905)