Mabig Jezuz

Bendito Niño Jesús de Ntra. Sra. de las Mercedes, pe Mabig Jezuz Itron Varia an Druez, e San Fernando, e proviñs Cádiz, e Spagn.

Ar Mabig Jezuz, hervez Murillo
Ar Mabig Jezuz eo an anv roet e brezhoneg da Jezuz Nazaret pa oa bugel, hervez ar relijion gristen.
Nedeleg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Nedeleg eo deiz ganedigezh ar Mabig Jezuz. E kraou Nedeleg e vez diskouezet gant e dud Jozeb ha Mari, an azen hag an ejen.
Betek ar bloavezhioù 1950, a-raok donedigezh an Tad Nedeleg da Vreizh Izel, eo ar Mabig Jezuz a zegase profoù d'ar vugale.
Mojenn Kristof[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Mabig Jezuz ha Sant Kristof, hervez Dieric Bouts.
Sant Kristof en doa douget ar Mabig Jezuz d'e sikour da dreuziñ ur stêr.
Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Livadurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Delwenn da Vabig Jezuz Praha, en iliz Notre-Dame, e Joinville, Haute-Marne, e Bro-C'hall.
Levrioù brezhonek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ul levr bugale anvet Istor ar Mabig Jezuz zo bet embannet gant Al Liamm er rummad Levrioù ar vugale e 1962, savet diwar ar Pevar Aviel.