Mari

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Mari (pe Maria a-wechoù) zo un anv-badez brezhonek roet d'ar merc'hed e Breizh, diwar anv ar Werc'hez Vari, a zeu eus an hebraeg מִרְיָם (Maryam). Betek an XXvet kantved e oa, gant Anna, an anv roet ar muiañ d'ar merc'hed.

Alies ivez e vez roet c'hoazh evel eil anv-badez, koulz d'ar baotred evel d'ar merc'hed: e-touez an anvioù roet stank e kaver evel-se Anna-Mari pe Anna-Vari, ha Marianna, e-kichen Yann-Vari, Pêr-Vari.

E Bro-Spagn ivez e vez roet c'hoazh evel eil anv d'ar baotred, ha stankoc'h c'hoazh eno Jose Maria, pe Juan Maria.

Doareoù all e brezhonek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Mai, skrivet Maï a-wechoù, dre fazi, hervez an doare gallekaet, diwar goll ar gensonenn "r"
  • Maiwenn, diwar Mari ha Gwenn
  • Marianna, Mariannig, diwar Mari hag Anna, Annaig, Annig
  • Marijan, Marijanig, Marjan, Marjanig

E yezhoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sentezed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Breizh Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bro-C'hall Bro-C'hall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Banniel Bro-Saoz Bro-Saoz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

El Salvador El Salvador[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mari Possa. C'hoari war ar gerioù: mariposa eo ar ger spagnolek evit balafenn

Portugal Portugal[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Banniel Timor ar Reter Timor ar Reter[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lesanvioù brezhonek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mari zo un anv roet da gement plac'h zo, evel Soaz a-wechoù.

  • Mari Beg-a-raok, Mari-flao (flav?), flaperez, klakenn
  • Ur Vari-forc'h zo kement hag ul loudourenn.
  • Mari-flao, Mari-vastrouilh, loudourenn
  • Mari-froterez, pareourez
  • Mari Janed, lesanv d'ar par c'hwec'h er c'hoari domino
  • Mari-voudenn, a laosk ar baotred da gregiñ en he moudenn.
  • Mari-vorgan, pe morwreg, maouez eus ar mojennoù hag a vev er mor.
  • Mari Vrav, lesanv d'ar par c'hwec'h er c'hoari domino

Levrioù brezhonek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kanaouennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lec'hanvadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Traoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]