Mont d’an endalc’had

Mari Vorgan

Eus Wikipedia
Pajenn gentañ golo al levr bet adembannet e 1975

Mari Vorgan zo ur romant brezhonek gant Roparz Hemon embannet e 1962.

E 1947-1948 e oa bet skrivet gantañ, en Iwerzhon, met n'eo nemet e 1962 e oa bet embannet gant Al Liamm, kent bezañ adembannet gant an hevelep ti-embann e miz Here 1975.

Ur romant leun a faltazi eo, diwar-benn un deizlevr bet adkavet dre zegouezh. Pevar daneveller zo er romant : Roparzh Hemon e-unan (moarvat), ur mezeg, ofiser ar yalc'h ur vag ma oa ar mezeg hag ur vorganez, Levenez hec'h anv.

Eus Brest betek Brazil en ur dremen dre Naoned, Bourc'h-Baz, Vigo hag ar C'hab Glas ez eer a-hed danevell ar mezeg a zo o kas ur c'hlask diziwezh.

N'eo ket sklaer avat pegoulz eo c'hoarvezet ar pezh a zo skrivet en deizlevr. N'eus nemet e fin al levr e lenner ur bloavezh ne c'hell ket bezañ hini an darvoudoù a zo meneget a-hend-all (rak e-leizh a alc'hwezioù zo el levr evit lakaat da gompren e vije c'hoarvezet ar pezh a zo un drama etre an XVIIvet kantved hag an XIXvet kantved) : 1947-1948 eo bloavezhioù fin al levr da lavaret eo dres ar prantad ma oa degouezhet R. Hemon en Iwerzhon. Hervez Pierrette Kermoal[1] e talvezfe ar fed emañ an deizlevr-se en ur voest dir kement ha nec'hamant R. Hemon d'ar c'houlz-se e-keñver dazont hêrezh Gwalarn : ha kavet e vo gant unan bennak ? Ha kavet e vo lennerien da hêrezh Gwalarn ?

Meneget ez eus tammoù eus Mari Vorgan en ur romant gant Goulc'han Kervella, Mari-Vorgan ar Glandour, a oa da vezañ embannet gant TES hag a zo bet nac'het gant ar Rektoriezh[2]. E fin ar gont, embannet eo bet gant Al Liamm en eil trimiziad 2016 (ISBN 978-2-7368-0113-7).

Troidigezhioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Div droidigezh anezhañ a oa bet savet.

Un droidigezh zo da vezañ embannet e galizeg.

  1. Liorzh al Lennegezh, Aber, 2006, p. 13 peurgetket.
  2. Pennad e Ouest-France ar Gwener 5 a viz C'hwevrer 2016.