Tad-kozh an Nedeleg

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Tad Nedeleg)
Aller à la navigation Aller à la recherche

Tad an Nedeleg, pe Tadig an Nedeleg, pe Tad-kozh (an) Nedeleg[1], pe Paotr (kozh) an Nedeleg[1] eo an den, gwenn e varv ha ruz e vantell, a zegas profoù d'ar vugale da noz Nedeleg, hervez ur vojenn savet en XIXvet kantved en Amerika, diwar istor sant Nikolaz, ha degouezhet e Bro-C'hall en XXvet kantved (gant ar soudarded stadunanat e 1917, a greder), hag e Breizh war-lerc'h an eil brezel bed.

Ded Moroz, paotr kozh ar skorn, er broioù slavek.

Klotañ a ra e zonedigezh da Vreizh gant deroù diskar ar sevenadur kristen. Hervez an hengoun kristen e Breizh (disheñvelik e broioù all, evel Alamagn pe Spagn, a-wechoù) eo ar Mabig Jezuz a zegase profoù ar vugale d'ar familhoù kristen betek dibenn ar bloavezhioù 1950.

E boltred[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kozh ha kofek eo Tad an Nedeleg, gant e varv gwenn hag e zilhad tomm dindan e vantell ruz.

Kemm a ra an den a vro da vro, rak ne vez ket heñvel an amzer e Kanada hag en Aostralia d'ar 25 a viz Kerzu. Gant korriganed e vez skoazellet da gargañ e stlejell a zo sachet gant kirvi-erc'h, pe ur plankenn-mor en Aostralia. Dre ar siminal (pa vez unan) e teu en tier da lakaat ar profoù e botez ar vugale dirak an oaled pe en-dro d'ar wezenn-sapr. E Bro-Saoz ha SUA e vez lakaet ul loer ouzh barlenn ar siminal pe dindan gwezenn Nedeleg. En Enez ar Skorn e lak un tamm prof e botez ar vugale lakaet war varlenn ar prenestr adalek penn kentañ miz Kerzu.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur Sinter Klaas izelvroat e 2007
An doue german Odin, poltredet e 1886. Hervez ar vojenn e tiskenne war an douar da reiñ profoù d'ar vugale.

Kentañ keloù eus an den a voe e SUA en XIXvet kantved eta. Dont a ra an anv Tad an Nedeleg eus an anv gallek Père Noël. Father Christmas a lavarer e saozneg bremañ. Koulskoude e oa Santa Claus e anv da gentañ. Dont a ra an anv-se eus ar Sinter Klaas nederlandek, a ra dave d'ar sant Nikolaz.

Levezonet eo skeudenn ar paotr Nikolaz gant mojennoù all a bep seurt ivez :

  • hini Nisse (pe Julenisse) ur c'horrigan eus broioù Lec'hlenn, a zegas profoù d'ar gouel a zo e-kreiz ar goañv, ar Midtvintersblot, ur paotr barvek, gant e voned, hag e zilhad feur ivez;
  • hini un doue kelt Gargan, a vije bet diazez Gargantua ar skrivagner Rabelais,
  • hini an doue viking Odin, a ziskenne war an douar da zegas profoù d'ar vugale.

Mojenn Sant Nikolaz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bevañ a rae Nikolaz e kreisteiz Turki e-kichen Antalya er IVvet kantved. Anaout a reas an heskinadeg diwezhañ ha Sened Meur Nikea, a-bouez en istor ar gristeniezh. Hervez ur vojenn en devije saveteet tri bugel.

En XIvet kantved e voe laeret e relegoù gant marc'hadourien italian, met dilezel a rejont un tamm eus e glopenn hag e garvan. Ar peurrest a zegouezhas e Bari, ma vije c'hoarvezet burzhudoù.

Adalek an XIIvet kantved e weler ar père Fouettard o kemer perzh er vojenn, hag o kastizañ ar vugale disent. Pa zegouezho Santa Claus ne vo ket anv anezhañ ken.

XIXvet kanved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Illustration to verse 1 of Old Santeclaus with Much Delight
1850 illustration of Saint Nicolas with his servant Père Fouettard/Zwarte Piet
Engravadur embannet e Canadian Illustrated News en 1875.

En 1821 en Evrog Nevez e voe embannet A New-year's present, to the little ones from five to twelve. El levr e kaver ur varzhoneg dizanv, Old Santeclaus with Much Delight, gant Santeclaus en ur stlejell sachet gant ur c'harv-erc'h o vont da gas profoù d'ar vugale .[2] Mennozhioù modern diwar-benn Santa Claus a oa krog da redek goude embann ur varzhoneg dizanv all, "A Visit From St. Nicholas" (anavezet hiriv evel "The Night Before Christmas") en Troy, New York, Sentinel d'an 23 a viz Kerzu 1823; Clement Clarke Moore a lavaras diwezhatoc'h e oa eñ an hini a oa an oberour, met hervez lenneien zo eo Henry Livingston, Jr. (marvet nav bloaz a-raok diskleriadur Moore) an hini a oa saver an oberenn.[3][4]


E 1860, er sizhunieg Harper's Illustrated Weekly en Evrog Nevez, e weler Santa Claus en ur gwiskamant gant feur gwenn hag ur gouriz lêr. E-pad tost da 30 vloaz e vo skeudennet ar boulom gant Thomas Nast, skeudennaouer ar gelaouenn, hag embannet kantadoù a dresadennoù diwar-benn kement tra a denn da vojenn Santa Claus. Eñ an hini a roas dezhañ e berzhioù brudetañ: e gof, e gorn-butun evel un Izelvroad eus an amzer, gwiskamant feur. Nast ivez eo an hini a laka an den, en un dresadenn eus 1885, da chom er pol Norzh. Adkemeret e voe ar mennozh er bloaz goude gant ar skrivagner George P. Webster.

Engravadur gant Thomas Nast en Harper's Illustrated Weekly en 1881.



Rusia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En Rusia eo deuet Ded Moroz da vezañ tost da batrom Sant Nikolaz war-dro dibenn an XIXvet kantved.

Coca Cola[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krouet e vije bet Tad an Nedeleg, hervez ar vrud, gant ar gompagnunezh Coca-Cola en 1931. Kement-se n'eo nemet ur vojenn e-giz kêr[5][6].

E Bro-C'hall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Deuet eo ar Père Noel gall eus ar Father Christmas stadunanat erruet er vro e 1944 hag eus skeudenn Sant Nikolaz, un dudenn eus mojennoù-pobl Alamagn hag ar broioù alamanek, hag anavezet e Loren gallek zoken koulz hag e Flandre hag Elzas.

Implijet eo bet Tadig an Nedeleg-se gant ar IVre Republik C'hall, goude amzervezh Pétain eta, evit digristenaat Nedeleg. Ha talvoudus bras eo bet kanaouenn Tino Rossi (a oa bet bac'het e 1944) , d'ar bolitikerien da vrudañ, e 1946, an ideologiezh nevez ha da Dino da gaout pardon ha bennozh ofisiel.

A bep seurt[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Burev-post an Tad Nedeleg e Rovaniemi, Finland
Ded Moroz, kizellet en erc'h, e Samara.
  • Pelec'h emañ Tad an Nedeleg o chom?
    • Hervez tud Norge eo e Droeback, 50 km er c'hreisteiz da Oslo.
    • Da dud Sveden eo e Gesunda, er gwalarn da Stockholm.
    • Da vugale Denmark n'eus arvar ebet: e Greunland.
    • E SUA e kreder emañ er Pol Norzh.
    • Foeltr forzh ne ra tud Finland: en 1927 o deus divizet e ranke magañ e girvi-erc'h. Neuze eo bet lakaet e annez e Laponia, e bro Korvatunturi da gentañ. Goude-se, peogwir e oa un tamm distro an tolead, en doa ranket dilojañ da vont da Rovaniemi.
  • E Siberia e fell d'an dud kaout o hini, met sur a-walc'h peogwir ne reont ket mat ar c'hemm gant Ded Moroz, kenderv serb ha rus an Tad Nedeleg, goueliet d'ar 7 Genver gant e verc'h-vihan Sniegurotchka.
  • E Kanada e vez kontet emañ du-hont en Hanternoz, e Tiriadoù ar Gwalarn.
  • Enez Christmas, e Kiribati, er Meurvor Habask, a lavar bezañ annezlec'h an Tad Nedeleg, met tud zo a gred n'eo nemet e hañvlec'h.
  • E Turki ec'h embanner eo er vro-se emañ relegoù ar sant Nikolaz, e tolead Antalya.

Kirvi-erc'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eizh karv-erc'h n'en doa ken an Tad Nedeleg e deroù an XXvet kantved. E 1939 e voe krouet un navvet dezhañ gant ar barzh Robert L. May en ur gontadenn Nedeleg ma ranke an den kaezh stourm ouzh ar gwallamzer ha ma oa o vont da vezañ diwezhat en e labour, panevet Rudolph, ar c'harv-erc'h ruz e fri, a sklerijenne an hent e-kreiz ar gorventenn.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Levrioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Emañ an Tad Nedeleg o prenañ diankachoù, gant Pierre Petton, skeudennoù gant Valérie Daubé, brezhoneg gant Deneza Mager, 2006.
  • Lili zo o c'hortoz Tadig an Nedeleg , skrid ha skeudennoù gant Yael ar Gov, Sav-Heol, 2020.

Gwelout[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. 1,0 ha1,1 Geriadur brezhoneg An Here, 2001, p. 958b.
  2. mentioning Don Foster, Author Unknown: On the Trail of Anonymous (New York: Henry Holt, 2000: 221–75) for the attribution of Old Santeclaus to Clement Clarke Moore. Tspace.library.utoronto.ca.
  3. Fazi arroud : Tikedenn <ref> direizh ; ne oa bet lakaet tamm testenn ebet evit an daveennoù anvet msnbc
  4. Kirkpatrick, David D. (2000-10-26). "Whose Jolly Old Elf Is That, Anyway?; Literary Sleuth Casts Doubt on the Authorship of an Iconic Christmas Poem". 
  5. (fr) http://tatoufaux.com/spip.php?article330, (en) http://www.snopes.com/cokelore/santa.asp
  6. https://www.franceculture.fr/histoire/le-pere-noel-a-t-il-ete-cree-par-coca-cola?utm_medium=Social&utm_source=Facebook&fbclid=IwAR0vicLH1-ZrTOOeaoCVA_YI4_cRqGb8GcbGc2B-N26Ol45VlzLjGBgIZ6A#Echobox=1608302276