Mont d’an endalc’had

Philippe Pétain

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Pétain)
Philippe Pétain
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denHenri Philippe Pétain, Philippe Pétain Kemmañ
Anv ganedigezhHenri Philippe Bénoni Omer Joseph Pétain Kemmañ
Anv-bihanPhilippe Kemmañ
Anv-familhPétain Kemmañ
Deiziad ganedigezh24 Ebr 1856 Kemmañ
Lec'h ganedigezhCauchy-à-la-Tour Kemmañ
Deiziad ar marv23 Gou 1951 Kemmañ
Lec'h ar marvPort-Joinville Kemmañ
Lec'h douaridigezhbez Philippe Pétain Kemmañ
TadOmer-Venant Pétain Kemmañ
MammClotilde Legrand Kemmañ
PriedAnnie Pétain Kemmañ
Bugeltalvoud ebet Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Yezh implijet dre skridgalleg Kemmañ
Kondaonet evittreitouriezh uhel Kemmañ
PenaltyDégradation nationale Kemmañ
Micherpolitiker, diplomat, ofiser, milour Kemmañ
Tachenn labourpolitiker Kemmañ
KargHead of State of Vichy France Kemmañ
Bet war ar studi eÉcole Spéciale Militaire de Saint-Cyr Kemmañ
Lec'h labourVichy Kemmañ
Deroù ar prantad labour1876 Kemmañ
Strollad politikeltalvoud ebet Kemmañ
RelijionIliz katolik roman Kemmañ
Perzhiad eWWII Axis collaboration in France, emgann al Leie Kemmañ
BrezelBrezel-bed kentañ, emgann Verdun, Brezel ar Rif, Eil Brezel-bed Kemmañ
Skour luNerzhioù lu Frañs Kemmañ
Diellaouet gantArchives nationales, Servij istorel an Difenn, La contemporaine Kemmañ
Ezel eusAcadémie des Sciences Morales et Politiques, Académie Française Kemmañ
Pétain foto ofisiel e 1941

Philippe Pétain (e anv klok a oa Henri Philippe Bénoni Omer Pétain), bet ganet d'ar 24 a viz Ebrel 1856 e Cauchy-à-la-Tour (Pas-de-Calais) ha marvet d'an 23 a viz Gouere 1951 e Port-Joinville, en Enez-Euz, a zo ur soudard, diplomat, politikour, ha den Stad gall.

Abalamour d'e berzh a-bouez e-doug ar c'hentañ Brezel-bed, Pétain a vez diskouezet peurliesañ evel « trec'her emgann Verdun » ha, gant Georges Clemenceau, evel artizan adsavadur startijenn an armeoù goude taolioù-dispac'h 1917. Anvet e oa penngomandant an armeoù gall betek diwezh ar brezel. Graet e oa marichal Bro-C'hall e miz Du 1918.

Dont a reas Pétain da vezañ akademiad e 1929 hag e-pad ur pred berr e oa ministr eus ar brezel, eus miz C'hwevrer da viz Du 1934, ha goude kannad Bro-C'hall e Bro-Spagn (1939). Galvet d'ar gouarnamant e 1940, da vare trec'h an Alamanted, e teuas da vezañ prezidant ar c'huzul e-lec'h Paul Reynaud. Enebiñ a reas ouzh kendalc'h ar brezel abalamour ma soñje e oa kollet. Gervel a reas, adalek an 17 a viz Even, da baouez gant an emgann ha da sinañ arsav-brezel an 22 a viz Mezheven 1940 gant Alamagn Adolf Hitler. Resev a reas an holl c'halloudoù d'an 10 a viz Gouere 1940 ha kemer a reas antronoz an titl a Benn ar Stad c'hall a viras e-pad pevar bloavezh dindan an dalc'herezh nazi. Lañs a roas d'an Dispac'h broadel ha d'ar c'henlabourerezh gant an Trede Reich.

Barnet da vare an Dieubidigezh evit bezañ kenlabouret gant enebourien Bro-C'hall ha trubarderezh bras gant al Lez-varn uhel a justis, Pétain a oa kondaonet dre varnadenn ar 15 a viz Eost 1945 d'an Dizellid broadel, da ziberc'hennadur e vadoù ha d'ar c'hastiz a varv. Erbediñ a rae al lez-varn chom hep seveniñ ar c'hastiz diwezhañ-mañ abalamour d'e oad. Kemmet e oa e gastiz ha lakaet e oa e prizon buhez-pad gant ar jeneral de Gaulle, penn Gouarnamant da c'hortoz ar Republik. Mervel a reas en toull-bac'h en Enez-Euz m'emañ sebeliet.

Evel ma oa 84 vloaz e miz Gouere 1940, Philippe Pétain zo bet ar penn Stad koshañ eus istor Bro-C'hall.