Tad-kozh an Nedeleg
Tad an Nedeleg, Tadig an Nedeleg, Tad-kozh (an) Nedeleg[1], Paotr (kozh) an Nedeleg[1] eo an den, gwenn e varv ha ruz e vantell, a zegas profoù d'ar vugale da noz Nedeleg, hervez ur vojenn savet en XIXvet kantveden SUA, diwar istor sant Nikolaz, ha degouezhet e Bro-C'hall en XXvet kantved (gant ar soudarded stadunanat e 1917, a greder), hag e Breizh war-lerc'h an Eil brezel bed.
Klotañ a ra e zonedigezh da Vreizh gant deroù diskar ar sevenadur kristen. Hervez an hengoun kristen e Breizh (disheñvelik e broioù all, evel Alamagn pe Spagn, a-wechoù) eo ar Mabig Jezuz a zegase profoù ar vugale d'ar familhoù kristen betek dibenn ar bloavezhioù 1950.
Deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kozh ha kofek eo Tad an Nedeleg, gant e varv gwenn hag e zilhad tomm dindan e vantell ruz.
Kemm a ra an den a vro da vro, rak ne vez ket heñvel an amzer e Kanada hag en Aostralia d'ar 25 a viz Kerzu. Gant korriganed e vez skoazellet da gargañ e stlejell a zo sachet gant kirvi-erc'h, pe ur plankenn-mor en Aostralia. Dre ar siminal (pa vez unan) e teu en tier da lakaat ar profoù e botoù ar vugale dirak an oaled pe en-dro d'ar wwezenn Nedeleg. E Bro-Saoz ha SUA e vez lakaet ul loer ouzh barlenn ar siminal pe dindan ar wezenn. En Island e laka un tamm prof e botez ar bugel lakaet war varlenn ar prenestr adalek penn-kentañ miz Kerzu.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kentañ keloù eus an den a voe e SUA en XIXvet kantved eta. Dont a ra an anv Tad an Nedeleg
eus an anv gallek Père Noël; Father Christmas a lavarer e saozneg bremañ. Koulskoude e oa Santa Claus e anv da gentañ. Dont a ra an anv-se eus ar Sinter Klaas nederlandek, a ra dave da sant Nikolaz.
Levezonet eo skeudenn ar paotr Nikolaz gant mojennoù all a bep seurt ivez :
- hini Nisse pe Julenisse, ur c'horrigan eus broioù Lec'hlenn, a zegas profoù d'ar gouel a zo e-kreiz ar goañv, ar Midtvintersblot, ur paotr barvek, gant e voned, hag e zilhad feur ivez ;
- hini un doue kelt Gargan, a vije bet diazez Gargantua ar skrivagner Rabelais ;
- hini an doue viking Odin, a ziskenne war an douar da zegas profoù d'ar vugale.
Mojenn Sant Nikolaz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bevañ a rae Nikolaz e kreisteiz Turkia e-kichen Antalya er Patrom:IVvet kantved. Anaout a reas an heskinadeg diwezhañ ha Sened Meur Nikea, a-bouez en istor ar gristeniezh. Hervez ur vojenn en devije saveteet tri bugel.
En XIvet kantved e voe laeret e relegoù gant marc'hadourien italian, met dilezel a rejont un tamm eus e glopenn hag e garvan. Ar peurrest a zegouezhas e Bari, ma vije c'hoarvezet burzhudoù.
Adalek an XIIvet kantved e weler ar père Fouettard o kemer perzh er vojenn, hag o kastizañ ar vugale disent. Pa zegouezho Santa Claus ne vo ket anv anezhañ ken.
XIXvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1821 e New York e voe embannet A New-year's present, to the little ones from five to twelve. El levr e kaver ur varzhoneg disin, Old Santeclaus with Much Delight, gant Santeclaus en ur stlejell sachet gant ur c'harv-erc'h o vont da gas profoù d'ar vugale.[2] Mennozhioù modern diwar-benn Santa Claus a oa krog da redek goude embann ur varzhoneg disin all, A Visit From St. Nicholas (anavezet hiriv evel The Night Before Christmas) e Troy, New York, Sentinel d'an 23 a viz Kerzu 1823 ; Clement Clarke Moore a lavaras diwezhatoc'h e oa eñ an hini a oa an oberour, met hervez lenneien zo eo Henry Livingston, Jr. (marvet nav bloaz a-raok disklêriadur Moore) an hini a oa saver an oberenn[3].
E 1860, er sizhunieg Harper's Illustrated Weekly e New York, e weler Santa Claus en ur gwiskamant gant feur gwenn hag ur gouriz lêr. E-pad tost an 30 vloaz war-lerc'h e voe skeudennet ar boulom gant Thomas Nast, skeudennaouer ar gelaouenn, hag embannet kantadoù a dresadennoù diwar-benn kement tra a denn da vojenn Santa Claus. Eñ an hini a roas dezhañ e berzhioù brudetañ : e gof, e gorn-butun evel un Izelvroad eus an amzer, gwiskamant feur. Nast ivez eo an hini a lakaas an den, en un dresadenn eus 1885, da chom e pennahel an Norzh. Adkemeret e voe ar mennozh er bloaz goude gant ar skrivagner George P. Webster.
Rusia
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Rusia eo deuet Ded Moroz da vezañ tost da batrom Sant Nikolaz war-dro dibenn an XIXvet kantved.
Coca Cola
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krouet e vije bet Tad an Nedeleg, hervez ar vrud, gant ar gompagnunezh Coca-Cola e 1931. Kement-se n'eo nemet ur vojenn e-giz kêr[4],[5],[6].
E Bro-C'hall
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Deuet eo ar Père Noel gall eus ar Father Christmas stadunanat erruet er vro e 1944 hag eus skeudenn Sant Nikolaz, un dudenn eus mojennoù-pobl Alamagn hag ar broioù alamanek, hag anavezet e Loren c'hallek zoken koulz hag e Flandrez hag en Elzas.
Implijet eo bet Tadig an Nedeleg-se gant ar Pevare Republik c'hall, goude amzervezh Pétain eta, evit digristenaat Nedeleg. Ha talvoudus bras eo bet kanaouenn Tino Rossi (a oa bet bac'het e 1944 gant ar C'hallaoued) d'ar bolitikerien da vrudañ, e 1946, an ideologiezh nevez ha da Rossi da gaout pardon ha bennozh ofisiel.
Annez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pelec'h emañ Tad an Nedeleg o chom ?
- Hervez tud Norvegia eo e Droeback, 50 km er c'hreisteiz da Oslo.
- Da dud Sveden eo e Gesunda, er gwalarn da Stockholm.
- Da vugale Denmark n'eus arvar ebet : e Greunland.
- E SUA e kreder emañ e pennahel an Norzh.
- Foeltr forzh ne ra tud Finland : e 1927 o deus divizet e ranke magañ e girvi-erc'h. Neuze eo bet lakaet e annez e Laponia, e bro Gorvatunturi da gentañ. Goude-se, peogwir e oa un tamm distro an tolead, en doa ranket dilojañ da vont da Rovaniemi.
- E Siberia e fell d'an dud kaout o hini, met sur a-walc'h peogwir ne reont ket mat ar c'hemm gant Ded Moroz, kenderv serb ha rus an Tad Nedeleg, goueliet d'ar 7 Genver gant e verc'h-vihan Sniegurotchka.
- E Kanada e vez kontet emañ du-hont en Hanternoz, e Tiriadoù ar Gwalarn.
- Enez Christmas, e Kiribati, er Meurvor Habask, a lavar bezañ annezlec'h an Tad Nedeleg, met tud zo a gred n'eo nemet e hañvlec'h.
- E Turkia ec'h embanner eo er vro-se emañ relegoù ar sant Nikolaz, e tolead Antalya.
Kirvi-erc'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eizh karv-erc'h n'en doa ken an Tad Nedeleg e deroù an XXvet kantved. E 1939 e voe krouet un navvet dezhañ gant ar barzh Robert L. May en ur gontadenn Nedeleg ma ranke an den kaezh stourm ouzh ar gwallamzer ha ma oa o vont da vezañ diwezhat en e labour, panevet Rudolph, ar c'harv-erc'h ruz e fri, a sklêrijenne an hent e-kreiz ar gorventenn.
Skeudennaoueg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Skeudenn da glotañ gant 1añ gwerzenn Old Santeclaus with Much Delight
-
Sant Nikolaz hag e vevel Zwarte Piet, e 1850
-
Engravadur embannet e Canadian Illustrated News e 1875
-
Engravadur gant Thomas Nast en Harper's Illustrated Weekly e 1881
-
Burev-post an Tad Nedeleg e Rovaniemi, Finland
-
Ded Moroz kizellet en erc'h e Samara
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Emañ an Tad Nedeleg o prenañ diankachoù, gant Pierre Petton, skeudennoù gant Valérie Daubé, brezhoneg gant Deneza Mager, 2006.
- Lili zo o c'hortoz Tadig an Nedeleg , skrid ha skeudennoù gant Yael ar Gov, Sav-Heol, 2020.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 Geriadur brezhoneg An Here, 2001, p. 958b.
- ↑ O venegiñ Don Foster, Author Unknown: On the Trail of Anonymous (New York: Henry Holt, 2000: 221–75) evit lakaat Old Santeclaus war gont Clement Clarke Moore.
- ↑ Kirkpatrick, David D.. "Whose Jolly Old Elf Is That, Anyway?; Literary Sleuth Casts Doubt on the Authorship of an Iconic Christmas Poem26/10/2000".
- ↑ (fr) Tatoufaux
- ↑ (en) Coke lore
- ↑ France Culture