Kaozeal:Tad-kozh an Nedeleg

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Abaoe ma oa rannet ar stad hag an iliz e Bro-Rusia ha pa ne veze ket lidet gouel an Nedeleg e teuas ar Bloaz Nevez e-lec'h an Nedeleg. N'eo ket difennet ken, met ar Bloaz Nevez a zo chomet gouel brasañ ar bloaz. Ded Moroz a vez gortozet d'ar 31 a viz Kerzu, da noz, hag ar vugale a zo boazet da glask o frofoù dindan ar wezenn Nedeleg d'ar 1añ a viz Genver. Ha Ded Moroz a zo liammet gant ar Bloaz Nevez kentoc'h eget gant an Nedeleg.

Ha fazius eo "Tad Nedeleg"? N'eo ket menneget er pennad, koulskoude e vez implijet stank gant ar vrezhonnegerien. Geriadurioù Mouladrioù hor Yezh ha Ménard a ra gant tad-kozh ar pellgent ivez. --Arko (kaozeal) 28 Kzu 2021 da 21:10 (UTC)[respont]