Hilas

Eus Wikipedia
Hilas hag an nimfenned (1896), gant John William Waterhouse.
Hilas skrapet gant an nimfenned, hervez ur marelladur roman.

Hilas (Ύλας e gregach) a oa mab d'ar roue Tiodamante, ha karet gant Herakles. Perzh a gemeras e beaj an Argonaoted.

Ar vojenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un ehan a reas lestr an Argonauted e Bitinia, tost da gêr Misia. Aet e oa Hilias da gerc'hat dour pa en em gavas gant nimfenned: tapet e voe gante, ha sachet en dour da viken.

Herakles a oa nec'het o welout ne zistroe ket Hilas. Klemmichat a rae en ur c'hervel e serc'heg, en aner, p'edo o vale dre ar c'hoadoù. Gantañ e oa al Lapit Polifemos, o sikour. E-keit-se e voe savet an eor gant an Argonaoted, hep gortoz an dud diskennet d'an aod.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.