Pan (doue)
Pan (Πάν; genitiv: Πανός; e gregach, « holl ») e oa doue ar vêsaerien hag o chatal, ha hini an natur en he fezh (holl) e mojennoù Hellaz kozh. Klotañ a ra gant an doue roman Faunus.
Kerniel, divhar, ha penn a-dreñv evel re ur c'havr en deus, evel ur satir. Alies e vez heñvelekaet ouzh Fanes pe Protogonos. Er relijion orfek eo an doue nemetañ.
Mojenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Droukvesk a vez alies etrezañ hag ar satired, hanter tud ha hanter bouc'hed, dezho divskouarn, lost ha treid givri. Neuze e vez gwelet Pan evel ar vilañ anezho, tres gouez dezhañ. Ar skeudenn-se eo an hini a deuio da vezañ an Diaoul betek en hon amzer-ni.
En Himn Homerek gouestlet dezhañ eo anvet mab da Hermes ha d'un nimfenn a zo merc'h da z-Dryops. Ganet eo war ar menez Kyllene, en Arkadia. O welout e neuz ken euzhus e tec'has e vamm, met e dad a gasas e vab d'ar menez Olympos (gant se en deus Pan un natur doueel pe damzoueel), ma plijas d'an doueed e welout. Hervez an oberour eo eus se e teu e anv, rak an holl (pan) a voe laouenaet gantañ.
Hervez mojennoù all e oa mab da Zeus ha da g-Kallisto pe da Zeus ha d'an nimfenn Thymbris, pe da Zeus ha da Hybris, doueez an Divuzul.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Catherine Johns, Sex or Symbol, Erotic Images of Greece and Rome, Londrez, 1983.
- The Great God Pan, romant gant Arthur Machen (1894).
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]