Mont d’an endalc’had

Leto

Eus Wikipedia
Leto
Titaned
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denΛητώ Kemmañ
TadKoios an Titan Kemmañ
MammPhoebe Kemmañ
Breur pe c'hoarAsteria Kemmañ
Kompagnun(ez)Zeus Kemmañ
BugelApollon, Artemis Kemmañ
Azeulet gantMitologiezh Henc'hres Kemmañ
Present in workIlias Kemmañ
Leto skrapet gant Tityos : Apollon (en dorn kleiz), e wareg hag e glaouier gantañ, a glask mirout ouzh Tityos hag Artemis, ur wareg hag ur saezh ganti, a zo war-hent. Dremm a-raok un amforenn atikat dremmoù ruz, war-dro 515 kent JK. Mirdi al Louvre.

Leto (Λητώ / Lêtố e henc'hresianeg), anavezet eo evel Latona gant ar Romaned, a oa un doueez eus Hellaz kozh, a ouenn an Ditaned, a voe brazezet gant Zeus hag a c'hanas ar c'hevelled Artemis (Diana e Roma) hag Apollon.

Gouez da Hesiodos e oa merc'h d'an Titan Koios ha d'e c'hoar Foibe.

Meur a vojenn zo diwar he fenn.

Heskinerezh ha gwilioud

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez mojennoù diwezhatoc'h e oa serc'h da Zeus. Brazezet e oa bet gant mestr an doueed ha heskinet e oa gant Hera, he devoa difennet ouzh an Douar degemer ar plac'h dougerez, ha ne gave lec'h ebet da c'henel he bugale, ha kaset he doa an naer Python war-lerc'h ar paourkaezh plac'h.

A-benn ar fin e kavas Ortigia (pe Asteria, diwar anv he c'hoar), un enezenn didud, a neuie war ar mor, kaset-digaset gantañ, ha ne oa ket dindan mallozh Hera eta peogwir ne oa stag ouzh douar ebet. Zeus a stagas an enezenn ouzh goueled ar mor, anvet e voe Delos (Δῆλος / Dễlos e henc'hresianeg, « splann, hewel »).

Nav devezh-pad e voe Leto er gwentloù, pa deuas Eileithyia, doueez ar gwilioud, da reiñ skoazell a-benn ar fin. Evel-se eo e c'hanas Artemis hag Apollon.

  • Klask a reas Tityos gwallañ anezhi met difennet e voe gant he bugale ha kastizet garv e voe an torfedour.
  • Evel he mab Apollon e oa a-du gant tud Troia e-pad brezel Troia.

Kouerien Lykia

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Latona ha kouerien Lykia, war-dro 1605, gant Jan Brueghel an Henañ.

"Latona" a veze graet anezhi gant ar Romaned.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Gwelout ivez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]