Asteria
Neuz
Asteria (Ἀστερία e henc'hresianeg) a oa merc'h d'an Titan Koios ha d'e c'hoar Foibe, ha c'hoar da Leto e mojennoù Hellaz kozh.
Hervez Hesiodos e oa mamm da Hekate, engehentet gant Perses an Titan hervez lod, Perses mab Helios hervez lod all.
Mojenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Karet e oa gant Zeus a rede war he lerc'h. Klask tec'hel a reas-hi, treiñ e koailh, ha splujañ er mor.