Stymfalos
- Ur pennad all zo diwar-benn kêr Stymfalos.
Stymfalos (Στύμφαλος e gregach) a oa mab da Elatos ha da Laodike, a oa merc'h da Kinyras, roue Kiprenez. Roue e oa en Arkadia, ha ren a reas war kêr Stymfalos ha lenn Stymfalia, ma voe lazhet an evned debrerien-tud gant Herakles.
Ur verc'h en doe, Parthenope, a embaras gant an haroz Herakles hag he doe ur mab digantañ, a voe anvet Everes.
Hervez ur vojenn arall e oa tad d'ar Stimfalezed a voe lazhet gwitibunan gant Herakles.
Eñ bepred a voe lazhet gant Pelops, mab da d-Tantalos, roue Frygia, a felle dezhañ aloubiñ Peloponnesos. Pedet e voe gant Pelops d'ur banvez, hag an treitour a zispennas e gorf hag a daolas an izili a-skign hag a-stlabez.
Stymfalos, mab da Lykaon
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un den all a voe anvet Stymfalos, ur mab da Lykaon, roue Arkadia, a voe troet e bleiz gant Zeus evel kastiz rak aberzhiñ tud a rae.