Leonteüs

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Leonteüs (e gregach Λεοντεύς, Leonteus) a oa unan eus ar briñsed a gemeras perzh e brezel Troia.

Mab e oa da Goronos roue al Lapited. Gant al Lapit Polypoites ez eas d'ar brezel, a badas dek vloaz.

Beaj[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude kemeret Troia ez eas d'ar gêr war e dreid gant Polypoites ha Kalc'has, a gave gwelloc'h an hent hir dre an douar eget ar veaj verr war vor, abalamour da gounnar an doueez Athena.

Hag int-i erruet e Kolofon. Eno en em lazhas Kalc'has dre ma oa bet mezhekaet gant an diouganer Mopsos, en ur seurt kenstrivadeg divinout.

Goude beziet e gompagnun e talc'has gant e hent hag e savas, gant e gamarad, kêr Aspendos, e hanternoz Azia Vihanañ.