Hypsipyle

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Aourengravadur ma weler Hypsipyle en un dornskrid gallek eus an Héroïdes, troet diwar Ovidius gant Octavien de Saint-Gelais, 1496-1498. Livadur gant Robinet Testard.
Setu pelec'h emañ Lemnos.
Hypsipyle o saveteiñ he zad Thoas.

Hypsipyle (Ὑψιπύλη / Hupsipúlê e gregach) a oa rouanez Lemnos e mojennoù Hellaz kozh. Merc'h e oa d'ar roue Thoas.

Torfed maouezi Lemnos ha savete Thoas[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hypsipyle a zo kaoz anezhi en istor torfed maouezi Lemnos ma ne fellas ket dezhi kemer perzh[1].

Kentañ skrid klok diwar-bouez an torfed a zo anavezet eo hini Apollonios Rodos en e Argonautika[2]. Fae a rae merc'hed Lemnos war azeulerezh an doueez Afrodite : evel kastiz e voe torret o c'hoant-plac'h digant gwazed Lemnos dirak o gwragez, nemet c'hoant a gavent adarre dirak ar merc'hed eus Trakia o devoa skrapet er brezel. Ha setu maouezi Lemnos da zrouklazhañ o friedoù ha plac'hed Trakia, ha gant aon a vezañ kastizet, int ha mont da lazhañ gwazed all an enez. Hypsipyle avat, merc'h Thoas, roue an enez, a guzhas he zad en un arc'h hag a daolas war ar mor. Thoas eta a oa ar gwaz nemetañ ha ne voe ket lazhet, ha Hypsipyle ar vaouez nemeti ha n'he devoa ket lazhet.

Un doare all damheñvelik zo diwar zorn Pseudo-Apollodoros en e Vibliotheke[3], ma kont e oa bet roet c'hwezh fall gant Afrodite da verc'hed Lemnos ha setu perak e vezent dilezet gant o friedoù. Hervez Herodotos e voe lazhet an holl wazed gwitibunan, hag ar roue Thoas kenkoulz all[4].

An Argonaoted e Lemnos ha priedelezh gant Iason[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa grogas Iason hag an an Argonaoted gant o beaj war vor e rejont o c'hentañ diskenn e Lemnos, ma kavjont an drouklazherezed hag en em barjont. Kement-se zo kontet e meur a oberenn:

Meur a drajedienn zo ivez diwar-benn an darvoud:

Hervez Pindaros e veze aozet kenstrivadegoù gant Iason hag an Argonaoted ha neuze e rannent maouezi Lemnos etrezo[9]. Ne lavar ket ar barzh petra zo kaoz ma voe seurt kenstrivadegoù.

Hypsipyle magerez Arc'hemoros[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a oberour, hag Euripides en e drajedienn Hypsipyle[10] ha Statius e Thebais, a gont darvoudoù all goude deuet an Argonaoted da Lemnos.

Hypsipyle a voe darbet dezhi bout lazhet, met difennet e voe gant tud Argos.

Caius Julius Hyginus a gont ar memes istor, nemet Lycus eo roue Nemea[11].

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Georges Dumézil, Le Crime des Lemniennes, Paris, 1924 ; Walter Burkert, « Jason, Hypsipyle and new fire at Lemnos. A Sudy in Myth and Ritual », Classical Quarterly, XX, 1970, pp. 1-16 ; Marcel Detienne, Les Jardins d'Adonis, Paris, Gallimard, 1972, pp. 172 et suiv.
  2. Apollonios Rodos, Argonautika, I, 609-626.
  3. Apollonios, Bibliotheke, I, 9, 17.
  4. Herodotos, Istorioù, VI, 138, 4.
  5. Apollonios Rodos, Argonautika I, 607-914.
  6. Gantz (2004), p.612.
  7. Gantz (2004), p.612.
  8. Gantz (2004), p.904-905.
  9. Pindaros, Pythique IV, 251-254, hag Olympique IV, 19-27.
  10. Gantz (2004), p.904.
  11. Hyginus, Fablennoù, LXXIV.