Aigeüs

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Egeos)
Aigeüs
mythological Greek character
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Doare mervelEmlazh Kemmañ
TadPandion Kemmañ
MammPylia Kemmañ
Breur pe c'hoarLikos, Nisos, mab da Bandion Kemmañ
PriedMeta, Chalciope, Medea Kemmañ
Kompagnun(ez)Etra merc'h Piteüs Kemmañ
BugelTheseüs, Medus Kemmañ
KargKing of Athens Kemmañ
Theseüs o tegouezhout en Aten a zo saludet gant e dad. British Museum.

Aigeüs (Αἰγεύς / Aigeús e henc'hresianeg), a oa mab da b-Pandion (mab da Gekrops ha roue Megara) ha da b-Pilia. Breur e oa eta da Likos, Pallas ha Nisos. Brudet eo evel tad an haroz Teseüs.

War-lerc'h marv o zad Pandion ez eas ar pevar breur da argadiñ kêr Aten, a oa bet kaset o zad kuit anezhi. Pa voe kemeret kêr ganto e voe lakaet Aigeüs da roue dre ma oa ar breur henañ. Diwezhatoc'h ec'h aloubas douaroù e vreudeur Likos ha Pallas, ma chomas mestr Attika hag Euboia.

Gwragez ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimeziñ a reas neuze gant Meta, met gaonac'h e oa-hi, neuze e kasas anezhi kuit da eildimeziñ gant C'halkiope.

Dre ma chome divugel c'hoazh ez eas da welout orakl Delfi a respontas dezhañ : « Arabat dit distagañ gouzoug da sac'h-gwin leun-tenn kent bezañ war uhelañ pazenn Aten. » War e hent d'ar gêr eus Delfi e reas un ehan e Troizen, e ti e vignon ar roue Pittheüs. Hennezh a gomprenas ster an orakl, a roas gwin dezhañ, a vezvas anezhañ, a lakaas anezhañ e gwele e verc'h Aithra.

A-raok e zisparti da vont da Aten e c'houlennas Aigeüs digant Aithra desevel o mab, m'he dije unan, hervez e renk. Dindan ur roc'h e lakaas ur c'hleze ha sandalennoù aour, arouezioù roueel a ziskuilhfe e orin d'an deiz ma c'hallfe gorren ar pezh roc'h-se. Pa zistroas da Aten e voe aozet gantañ c'hoariadegoù, a voe gounezet gant Androgeos, mab Minos, roue Kreta.

Mervel a reas Androgeos, ma lavaras Minos e oa Aigeüs a oa kiriek d'e varv. Brezel a savas, kemeret e voe Megara, a oa renet gant Nisos, lakaet seziz dirak kêr Aten, ha ken hir e padas ma varve an dud gant an naon. Ha tud Aten da ginnig d'ar roue Minos dibab pezh en devoa c'hoant da gaout ha mont kuit gantañ. Ha Minos goulenn ma vije kaset da Greta bep bloaz seizh paotr ha seizh plac'h yaouank da reiñ d'ar Minotaoros da zebriñ.

Deuet ar peoc'h en-dro, ha setu Medeia, an hudourez, da c'houlenn repu, pa oa tec'het eus Korinthos goude lazhañ ar roue Kreon eno. Prometiñ a reas ober ur mab d'ar roue, hag eñ da zimeziñ ganti. Medos e voe anvet ar mab.