Nisos (mab Pandion)
Neuz
Nisos, mab da Bandion
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Lec'h douaridigezh | Tomb of Nisos, Athens |
| Tad | Pandion |
| Breur pe c'hoar | Aigeüs |
| Pried | Abrota, Ceroessa |
| Bugel | Skylla, Eurynome, Iphinoe, Byzas |
| Karg | King of Athens, king of Megara |
| Significant place | Megara |
Evit sterioù all an anv Nisos, gwelit ar pennad Nisos.

Nisos a oa unan eus pevar mab ar roue Pandion, roue Aten, ha d'e bried Pylia (anavezet ivez evel "Nisa"). Roue Megara e voe war-lerc'h e dad, hervez mojennoù Hellaz kozh.
Mojenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur vlevenn limestra en devoa, ha hervez an orakl eo outi e oa stag planedenn e rouantelezh.
Sot e oa e verc'h Skylla gant ar roue Minos, a oa oc'h ober seziz kêr. Ha hi da droc'hañ ar vlevenn d'he reiñ d'he dousig. Kemeret kêr gant Minos a reas fae war ar verc'h hag a stagas anezhi ouzh gwern e lestr.
E verc'h arall, Ifinoe, a zimezas d'un den anvet Megareüs, hag a oa mab d'an doue Poseidon, hag a roas e anv da Kêr-Vegara.