Plateiz kevandirel

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask


Traffic cone.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Rannbarzhioù foñs ar meurvorioù (e saozneg: continental shelf = plateiz kevandirel)
Ar plateiz kevandirel bedel, e glas-sklaer

A-hed an aodoù ez eus lodennoù eus ar meurvorioù ha n'eus ket un donded bras-tre ganto, etre 0 hag un nebeud kantadoù a vetradoù; graet e vez plateiz kevandirel eus al lodenn-se. Ul lodenn eus ar c'hevandirioù beuzet gant ar mor an hini eo, a-us d'ar plaenennoù abisel, hag ar plateiz kevandirel a zo evel gorre ur bazenn divent hag a zo bet anvet an takad oablouriezh morel diwarnañ (sellet ouzh pazenn (oablouriezh)). Etre ar plateiz hag an abisoù emañ an tor kevandirel goloet a lec'hidegoù, ar gouelezennoù munutañ krouet gant krignerezh an douaroù diwar obererezh an dourredennoù hag hini ar morioù war an aodoù, hag ivez restadoù al loened mor marv.
E lec'hioù 'zo e weler kaniennoù dindanvor, bet naozioù ar stêrioù pa oa izeloc'h live ar morioù e-pad an hoaladoù skornek.