Mont d’an endalc’had

Naoz

Eus Wikipedia
Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ
 
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
naoz
Iskevrennad eusbottom Kemmañ
Rann eusstream channel, dourredenn Kemmañ

Ar san naturel ma red ennañ un dourredenn eo an naoz. En ur ster strishoc'h eo an naoz ur ganol da gas dour betek ul lec'h bennak, ur vilin da skouer.

Er stêrioù bras e weler an naoz vihan e-lec'h ma red an dour etre riblennoù aes da welet ha gant nebeut cheñchamantoù live mizioù-pad. D'an aliesañ e vez kognet an dour gant ar riblennoù naturel, dezho ul live uheloc'h eget live krenn an dour. Un naoz vras d'ar stêrioù a vez a weler leuniet gant an doureier kresket bras o live ha beuzet an douaroù a bep tu. Bez e c'heller gwelout an naoz vihan, hini ar stêr e prantadoù hep glaveier puilh, hag an naoz vras e-lec'h ma tiruilh an doureier, war ul ledennad bras a-wechoù.

Evit mirout an traoñiennoù eus an dourioù-beuz-se ez eus bet savet chaoserioù (pe savioù-douar) a-hed meur a stêr evit he c'hanoliañ.

Chaoserioù a zo bet savet a-hed al Liger a zo ken uhel ha ken ledan ma c'hellont dougen ur hent bras warno.

Koulskoude e lavarer ma yafe dourioù al Liger drezo pe a-us dezho e vije beuzet kant miliadoù a diez savet e naoz vras ar stêr.