Kaozeal:Mor Egea

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Ret e vije studiañ mat evit gouzout gant pe anv ober. Bianchi-Bihan 2 Kzu 2006 da 06:30 (UTC) ar:بحر إيجة ast:Mar Exéu bg:Егейско море ca:Mar Egea cs:Egejské moře da:Ægæiske Hav de:Ägäis el:Αιγαίο Πέλαγος en:Aegean Sea eo:Egea Maro es:Mar Egeo et:Egeuse meri fa:دریای اژه fi:Aigeianmeri fr:Mer Égée gl:Mar Exeo he:הים האגאי it:Mar Egeo ja:エーゲ海 ko:에게 해 ku:Derya Ege la:Mare Aegaeum lt:Egėjo jūra nl:Egeïsche Zee no:Egeerhavet pl:Morze Egejskie pt:Mar Egeu ru:Эгейское море sk:Egejské more sl:Egejsko morje sr:Егејско море sv:Egeiska havet tr:Ege Denizi uk:Егейське море zh:爱琴海[respont]

Mer Égée[kemmañ ar vammenn]

Enezvor ha Mor Enezek a gaver e geriadur Roparz Hemon evit treiñ ar galleg Mer Égée. Kavout a reer an anvioù-se en Notennoù diwar-benn ar Gelted kozh ivez (Meven Mordiern). Gant Mor Egaios en deus graet Ch. Rogel. Daoust ha mat pe fall eo ar gerioù-se, n'ouzon ket. --Llydawr 2 Kzu 2006 da 14:35 (UTC)[respont]

Sklerijenn, ur gêr hag a blij din... Nentra betek bremañ, klasket 'vo, n'eus ket pres. A galon. Klaod. Kadbzh 2 Kzu 2006 da 18:29 (UTC) -[respont]

Kaset amañ ar pennad ==Mer Egée== gant --Ch. Rogel 3 Kzu 2006 da 01:29 (UTC)--[respont]

Dibabet em eus Mor Egaios peogwir ez eus anv anezhi e dornlevr ar Vvet klas gant TES. Eus un tu e kavan gwelloc'h ober gant ar pezh a gaver e dornlevrioù TES pa greder e vez desket ar gerioù-se d'ar skolajidi. Met evel e oar mat Klaod hag implijerien all, n'eus ket da grediñ eo a-du gant dibaboù TES an holl gelennerien er skolioù brezhonek.
Kavout a ran mat "Mor Egaios" implijet en dornlevr Vvet klas pa n'on ket a du gant "ortodoks", da skouer. Ezhomm ez eus eus alioù ar gelennerien vrezhonek. Trugarez en a-raok. --Ch. Rogel 3 Kzu 2006 da 01:29 (UTC)[respont]

An anv er yezhoù all[kemmañ ar vammenn]

Dibaboù TES n'int ket dibaboù TES met re ur c'helenner, benniget gant tud all moarvat, met n'eo ket sur e anavezent an dachenn gwelloc'h egetañ. N'eo ket un dibab mat amañ, d'am soñj. Met da c'hortoz eo gwelloc'h ober gant ur ger implijet eget ijinañ pep a hini. A-raok divizout tra pe dra n'eo ket fall sellout ouzh ar yezhoù all. N'eus ket kalz yezhou oc'h ober gant an dibenn ios (unan : ar gresianeg), moarvat peogwir n'eus na ster na talvoudegezh dezhañ er yezhoù all. Karout a rafen e vefe studiet ar ger -en e holl implijoù (mor hag inizi, n'anavan ket re all) -e-kichen ar ger Ionia(n), a sav kudennoù heñvel gantañ -o klask an dibenn aes ha brezhonek, pe hini ebet: Mor Egea, Inizi Egea, Mor Ionia, Inizi Ionia da skouer.


War a seblant ne ya ket ar gaoz en-dro, pe ne ra forzh an dud. Ar stumm egaios ne vez graet gantañ nemet e gresianeg. Mor Egea a seblant an tostañ eus ar yezhoù latin, ma n'eo ket eus ar re slavek. Hag aes ober gantañ.Bianchi-Bihan 14 Kzu 2006 da 03:25 (UTC)[respont]

A-du on gant : Ar stumm egaios ne vez graet gantañ nemet e gresianeg. Mor Egea a seblant an tostañ eus ar yezhoù latin, ma n'eo ket eus ar re slavek. Hag aes ober gantañ. MP 14 Kzu 2006 da 09:01 (UTC)[respont]
Ne welan ket penaos chom ken pell eus ar stumm gresianek Αιγαίο Πέλαγος (Aigaio Pelagos). Perak ober gant stummoù latin a c'hell bezañ un treuzskrivadur faos, rak eo gourel ar mor e gresianeg ha n'eo ket e galleg d'an nebeutañ.
Aigaios a oa un gwaz evel ma ouzer mat, mab da dTeze. Perak e vije laeret e vor dezhañ?
En em c'houlenn a ran perak n'eo ket bet treusrivet gant tud TES an eil "ai" : Egeos pe er c'hontrol lezel an daou : Aigaios. Un abeg o tennañ d'ar gresianeg? Studiet 'm eus ar gresianeg, met e-pad ur prantadig hepken. Nepreizh eo mare e latin, setu perak Mare Aegaeum. Tennit kont eo bet lakaet Aigaios da anv-gwan er yezhoù latin ha brezhonekoc'h eo ober gant anv an den. Erfin, ne welan abeg ebet evit chom hep ober gant Mor Egaios pa n'eus ket bet den ebet anvet Egea. Mor Egea a zo euzus pa seblant bezañ ur meskaj reizhoù. --Ch. Rogel 16 Kzu 2006 da 00:23 (UTC)[respont]


Pezh a oar ar vrezhonegerien.[kemmañ ar vammenn]

Anavezet eo gant an dud (pas tout an dud !!) la mer Égée (LFE [lamɛreʒe]) : marteze e vo komprenet ganto ar mor Ege(a) [armor'e:ge] (pe [armor'e.gea]). Ne vezo ket komprenet pezh e vije : ar mor Aigaios

  • [armor'ajgajos-z] pe [armor'ajgajɔs-z]
  • [armoraj'gajos-z] pe [armoraj'gajɔs-z]

MP 16 Kzu 2006 da 09:46 (UTC)[respont]

Brezhonekoc'h eo Mor Egaios zo bet lakaet en diverrañ gant Ch. Rogel pa skrivas d'ar 16 : n'eo ket ur arguzenn, ur santimant ne lavaran ket. Tostoc'h eo pezh a zibab ouzh e soñjoù war ar yezh : ur yezh dreist-lennek. N'eus netra da welet avat gant un dra brezhonekoc'h pe divrezhonekoc'h. MP 16 Kzu 2006 da 10:18 (UTC)[respont]

Pezh a ouzon[kemmañ ar vammenn]

Aes e vije digeriñ ur mell tabut diwar se ha ne gasfe da neblec'h, nemet da virout ouzh an dud da labourat.

  • Pep hini en deus ur soñj disheñvel, ha naturel eo. Hag aes e vije en em zrailhañ db n'eus forzh petra: politikerezh, relijion, yezh, skritur, ouzhpenn anvioù gregach. Ha koulskoude e c'hallomp labourat.
  • Ar gregach zo un digarez dispar: gallout a reomp adober brezel Troja, pe Troia, pe Ilion, pe n'ouzon ket pe'ra c'hoazh. Gant gregach ha gresianeg dija...
  • Kavout a ra din n'eus ket da sevel un holloueziadur gant pezh a oar ar vrezhonegerien, met kentoc'h gant ar pezh n'ouzont ket hag a fell dezho klask deskiñ (setu perak e ran-me gant deskipedia). A-hend-all greomp gant machinalave, pe gant ar galleg, setu un dra a oar an holl e Breizh. Hag ar re a ra gant ar wiki gallek eo tud a glask. Hag ar re a zo evurus gant ar pezh a ouzont pe n'ouzont ket ne glaskont tra.
  • Splann eo n'eo ket brezhonekoc'h Egaios eget Egea pa n'int ket gerioù brezhonek. Gallout a reer
    • o brezhonekaat: Egeat, Egean, Egeek, Egeel, kement-se a c'haller ober gant ma ne vo ket graet n'eus forzh penaos. Ma vije kemeret bloaz evit en em soñjal, en ur labourat ha kreskiñ niver ar pennadoù gant ar gerioù-se e kavjen dereatoc'h eget hastañ sevel ur vot a nac'hin kemer perzh ennañ
    • klask ar stumm gregach (ar c'hoshañ pe an nevesañ? )
    • o eeunaat: dibenn ebet, Ege, ha mat pell zo.

Ne'm eus ket c'hoant e vije lakaet an dizemglevioù war gont ur yezh dreistlennek pe poblel.

  • N'eo ket gant ur yezh poblel (hag hon hini ne ra nemet mont war baouraat) e c'haller sevel un holloueziadur, e yezh ebet war an douar.
  • N'ouzon ket petra eo dreistlennek : ur yezh kempenn zo ret, netra ken. Bianchi-Bihan 16 Kzu 2006 da 17:57 (UTC)[respont]

Petra ' ouzon ?[kemmañ ar vammenn]

Eeunaat ar stummoù a gavan gwelloc'h evit gerioù diaes pe nevez-krouet ; n'eo ket sotoc'h dreistlennek eget Henc'hres[1] (den ne oar eus pelec'h e teu ar ger-se). N'em eus ket skrivet na soñjet en tabut brezhoneg poblek/brezhoneg lennegel ; prederiañ[2] a raen diwar-benn ar pezh eo un holloueziadur digor.

Kavout a ra din n'eus ket da sevel un holloueziadur gant pezh a oar ar vrezhonegerien, met kentoc'h gant ar pezh n'ouzont ket hag a fell dezho klask deskiñ (setu perak e ran-me gant deskipedia). A-hend-all greomp gant machinalave, pe gant ar galleg, setu un dra a oar an holl e Breizh. Hag ar re a ra gant ar wiki gallek eo tud a glask. Hag ar re a zo evurus gant ar pezh a ouzont pe n'ouzont ket ne glaskont tra.
arabat luadenniñ arguzennoù ar re all machinalave ; ha faos eo pezh a soñjez : Reolenn-diazez an deskiñ eo kemer an dud evel m'emaint a-benn kas anezho donoc'h en o gouiziegezh dezho.

A-hend-all : ma vez soñjet an diaesañ ar gwellañ evit ma teskont : lakaomp ar vugaled paour d'ar skolioù-meur diouzhtu (hast afo!).


  1. Dreist-holl pa vez implijet Grèce antique e galleg ha Ancient Greece e saozneg, ne gomprenan ket rezon an droienn.
  2. n'on ket a-enep gerioù nevez keit ha n'emañ ket fardet ar skrid gant stummoù iskis, leun a faltazi, diaes da gompren
Un holloueziadur n'eo ket ur c'helenner, ur geriadur n'eo ket ivez. Marteze eo ret ober ur berroueziadur e brezhoneg eeun, displegadurioù pemp ger. Doare "Le Robert de Poche": Adam. Kentañ den war an douar.
N'in ket da zifenn Henc'hres (Hen C'hres da vihanañ) evel dibab, rak n'eo ket ma dibab. Met difenn a rin an droienn vrezhonek-se, peogwir eo brezhonek, evel gregach.

Da skouer : Alvar Aalto ? A-du on gant da soñj.
N'em eus ket kavet peseurt troienn a zifenni. MP

Brezhonekoc'h e-keñver ar framm[kemmañ ar vammenn]

Pa lavaren eo brezhonekoc'h Egaios (pe Egeos) eget Egea e felle din menegiñ e seblant bezañ Egea pe un anv benel pe un anv-gwan. Mor hag an dudenn "Aigaios" a zo gourel. Ouzhpenn-se er yezhoù latin, diwar ar patrom Mare Egeum ha Mer Égée eo bet aet da anv-gwan "Aigaios". Mer Egée = mer égéenne. Ne oan nemet evit goulenn ma vo lakaet an anv-den Aigaios brezhonekaet goude mor p'eo brezhonekoc'h ar framm.--Ch. Rogel

Kinnig all (ret e vo o dastum holl): mor egeek, ha mor ionek.Bianchi-Bihan 16 Kzu 2006 da 22:18 (UTC)[respont]

Justamant e oan o tispleg n'eus gwall blaz ar brezhoneg gant ar framm mor + anv-gwan deuet eus un anv-den (Oberenn duvalek?). N'eo ket un diskoulm mont war-zu an dro-lavar nebeutoc'h brezhonek. --Ch. Rogel 16 Kzu 2006 da 23:00 (UTC)[respont]

Blaz ar brezhoneg a vez pa vez yac'h an droienn: mor hag anv-gwan pe mor hag anv-kadarn zo ken brezhonek o-daou: Mor Du, Mor Iwerzhon. Bianchi-Bihan 17 Kzu 2006 da 01:08 (UTC)[respont]

Lenn a ran:

Graet e vez gant mor Egaios abaoe an XIXvet kantved diwar ar mitologiezh gresian.

Kement-se zo gaou: graet e vez an anv-se eus ar mor-se gant un den hepken abaoe miz Eost 2006. N'eus roud ebet eus an droienn vrezhonek a-raok. En un holloueziadur eo ar wirionez a ranker kavout. Bianchi-Bihan 26 Kzu 2006 da 04:04 (UTC).[respont]

Treuzkomprenet : a-raok an XIXvet kantved, ne oa ket dave ebet da Egaios pa veze anv eus ar mor-se e Europa. Ne oan ket evit lavaret eo bet implijet Mor Egaios e brezhoneg bloavezioù'zo pa 'm eus arroudennet al levr 'm eus kavet an anv ennañ hag eo bet embannet-eñ e 2001 (dornlevr Istor-Geografiezh TES, 6vet).

N'on ket ur gaouiad ha n'on ket evit ijinañ. Egea a seblant bezañ bet ijinet ganit hag evit an abeg-se e kav din eo diasur, nemet ma kavfes daveoù el lennegezh brezhonek : perak un a, forzh penaos? --Ch. Rogel 26 Kzu 2006 da 18:17 (UTC)[respont]

N'on ket oc'h ober ur "gaouiad" eus den ebet: faos, diwir, gaou e oa ar c'heloù er frazenn, neuze e oa ret hec'h adsevel, evit reiñ ar c'heloù en e stumm gwir. Am eus klasket ober. Bianchi-Bihan 26 Kzu 2006 da 18:25 (UTC)[respont]

Ho pediñ a ran da lenn ar pennad Mor Egea, echu e dreiñ diwar ar galleg. Kinnig a ran e adenvel Mor Enezek, sklaer ar perag er pennad, diaezet war istor ar mor ha hini hor yezh war un dro.Bianchi-Bihan 27 Kzu 2006 da 08:48 (UTC)[respont]

Ne gomprenan netra??? Ne seblant ket gwall poellek seurt kinnig. N'eus forzh penaos ez eus ur bajenn a-ratozh evit kinnig kement-mañ: [Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern|amañ]. Mat e vije dit kemer perzh er c'hendivizoù reoliata e plas labourat da unan en da gorn!Benoni 27 Kzu 2006 da 10:46 (UTC)[respont]
Pep hini a labour e-unan pa sav pennadoù, Benoni evel ar re all.
Pa ne gaver ket poellek (na dereat, na n'eus forzh petra) ur pennad eo ret skrivañ war ar bajenn a zere, a zo graet evit se. Amañ eta. N'eus ket da zilec'hiañ ar gaoz da lec'h all.
Ret e vije dit arguzenniñ un tamm gwelloc'h da savpoent evit ma c'hallfemp kompren un dra bennak. Bianchi-Bihan 28 Kzu 2006 da 04:48 (UTC)[respont]
  • Perzhioù mat zo gant an anv Mor Enezek a vefe un distro d'an anv kozh (Arc'hipelagos) hag un distro d'an anv kozh e brezhoneg (Meven Mordiern). Rak, evel ma lavar Ch. Rogel, mat e vez bepred "ober gant ar pezh a zo bet graet dija, rak n'eo ket mat cheñch ar boazioù pe silañ diforc'hioù etre hon amzer hag an amzer dremenet". Diouzh un tu all, ma rafemp gant Mor Enezek e pellafemp diouzh ar yezhoù all (sellit ouzh ar roll uheloc'h). Abalamour da se e kavfen gwelloc'h chom gant ar wrizienn Ege-, zo bet implijet betek-henn, evel evit Mor Egea da skouer. Ma rae ar C'hresianed kozh gant Arc'hipelagos e ra o diskennidi hiziv an deiz gant un anv all (Aigaio Pelagos), evel ma veze graet Mare Nostrum eus ar Mor Kreizdouar gant ar Romaned, tra ma reer bremañ Mare Mediterraneum eus ar mor-se er Wikipedia latin. --Llydawr 29 Kzu 2006 da 16:01 (UTC)[respont]